Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Mazhev 15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 15 Ar farizianed hag an hengoun

1 Neuze skribed ha farizianed a zeuas eus Jeruzalem da gavout Jezuz hag a lavaras:

2 Perak e torr da ziskibien hengoun a re gozh? Rak ne walc’hont ket o daouarn pa zebront o fredoù.

3 Eñ a respontas dezho: Ha c’hwi, perak e torrit gourc’hemenn Doue gant hoc’h hengoun?

4 Rak Doue en deus lavaret: Enor da dad ha da vamm, ha: Piv bennak a villigo e dad pe e vamm a vo lakaet d’ar marv.

5 Met c’hwi a lavar: An hini a lavaro d’e dad pe d’e vamm: Ar pezh am bije gallet reiñ dit a zo ur prof,

6 n’eo ket dalc’het da enoriñ e dad pe e vamm. C’hwi a gas da netra gourc’hemenn Doue gant hoc’h hengoun.

7 Pilpouzed, Izaia en deus profedet mat diwar ho penn, p’en deus lavaret:

8 Ar bobl-mañ a dosta ouzhin gant o genoù, a enor ac’hanon gant o muzelloù, met o c’halon a zo pell diouzhin.

9 Met en aner eo ec’h enoront ac’hanon, o teskiñ kelennadurezhioù a zo gourc’hemennoù tud.


Kalon an den

10 O vezañ galvet ar bobl, e lavaras dezho: Selaouit ha komprenit.

11 N’eo ket ar pezh a ya er genoù a hudura an den, met ar pezh a zeu er-maez eus ar genoù eo a hudura an den.

12 Neuze e ziskibien a dostaas outañ hag a lavaras dezhañ: Gouzout a rez penaos ar farizianed, o klevout ar pezh ac’h eus lavaret, o deus kavet tamall ennañ?

13 Eñ a respontas: Pep plantenn n’eo ket bet plantet gant va Zad a zo en neñv, a vo diwriziennet.

14 Lezit anezho, tud dall int o ren tud dall. Mar ren un den dall un den dall all, e kouezhint o-daou er poull.

15 Pêr, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Displeg deomp ar barabolenn-se.

16 Ha Jezuz a lavaras: Ha bez’ oc’h c’hwi ivez c’hoazh hep skiant?

17 Ne gomprenit ket penaos kement a ya er genoù, a ziskenn er c’hof hag a vez taolet er foz?

18 Met ar pezh a zeu er-maez eus ar genoù a zeu eus ar galon, ha kement-se eo ar pezh a hudura an den.

19 Rak eus ar galon e teu ar soñjoù fall, ar muntroù, an avoultriezh, ar gastaouerezh, al laeroñsioù, ar falstestenioù, an droukkomzoù.

20 Setu aze an traoù a hudura an den, met debriñ hep bezañ gwalc’het an daouarn, an dra-se ne hudura ket an den.


Jezuz e bro Tir ha Sidon: ar wreg kananeat

21 Jezuz, o vezañ aet ac’hano, en em dennas da gostezioù Tir ha Sidon.

22 Setu, ur wreg kananeat deuet eus ar vro-se, a grias o lavarout: Az pez truez ouzhin, Aotrou, Mab David! Va merc’h a zo gwall boaniet gant un diaoul.

23 Eñ ne respontas ket ur ger dezhi, hag e ziskibien a dostaas outañ hag a bedas anezhañ en ur lavarout: Kas anezhi kuit, rak krial a ra war hol lerc’h.

24 Respont a reas: N’on bet kaset nemet etrezek an deñved kollet eus ti Israel.

25 Met hi a zeuas hag en em stouas dirazañ, o lavarout: Aotrou, sikour ac’hanon!

26 Respont a reas: N’eo ket mat kemer bara ar vugale hag e deurel d’ar chas bihan.

27 Gwir eo Aotrou, emezi, met ar chas bihan a zebr ar bruzun a gouezh eus taol o mestroù.

28 Neuze Jezuz a respontas dezhi: Gwreg, da feiz a zo bras. Ra vo graet dit evel ma c’hoantaez. Ha war an eur-se, he merc’h a voe yac’haet.


Jezuz a yac’ha klañvourien

29 Jezuz, o vezañ aet ac’hano, a zeuas tost da vor Galilea. O vezañ pignet war ur menez, ec’h azezas eno.

30 Neuze ul lod bras a dud a dostaas outañ, ha ganto re gamm, re dall, re vut, re vac’hagnet ha kalz a re glañv, hag e lakajont anezho ouzh treid Jezuz. Eñ o yac’haas,

31 en hevelep doare ma voe souezhet an dud pa weljont ar re vut o komz, ar re vac’hagnet yac’haet, ar re gamm o kerzhout, ar re dall o welout. Hag e roent gloar da Zoue Israel.


Pevar mil den maget gant Jezuz (Eil kreskadur ar bara)

32 Jezuz, o vezañ galvet e ziskibien, a lavaras: Truez am eus ouzh ar bobl-mañ, rak tri devezh a zo emaint em c’hichen ha n’o deus netra da zebriñ. Ne fell ket din o c’has war yun, gant aon na vankfe o nerzh en hent.

33 An diskibien a lavaras: Penaos e c’hellfemp kavout el lec’h distro-mañ bara a-walc’h da bredañ kement a dud?

34 Jezuz a c’houlennas outo: Pet bara hoc’h eus? Hag int a lavaras: Seizh, hag un nebeud peskedigoù.

35 Neuze e c’hourc’hemennas d’ar bobl azezañ war an douar,

36 e kemeras ar seizh bara hag ar pesked hag e trugarekaas, o zorras hag o roas d’e ziskibien, hag an diskibien d’ar bobl.

37 Debriñ a rejont holl hag o doe a-walc’h, hag e tegasjont seizh panerad leun eus an tammoù a oa manet.

38 Ar re o doa debret a oa war-dro pevar mil den, hep ar gwragez hag ar vugale.

39 Goude bezañ kaset ar bobl en o hent, e pignas er vag hag e teuas da vro Vagdala.

Lean sinn:



Sanasan