Mazhev 14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 14 Yann-Vadezour drouklazhet 1 En amzer-se, Herodez an tetrark, o vezañ klevet komz eus Jezuz, 2 a lavaras d’e servijerien: Yann-Vadezour eo! Adsavet eo a-douez ar re varv, ha dre-se eo en em ra mirakloù drezañ. 3 Rak Herodez en doa kaset da gemer Yann hag en doa e ereet ha lakaet er prizon abalamour da Herodiaz, gwreg Filip e vreur, 4 rak Yann a lavare dezhañ: N’eo ket aotreet dit he c’haout evit gwreg. 5 C’hoant en doa d’e lakaat da vervel, met aon en doa rak ar bobl, dre ma oa kemeret ganto evit ur profed. 6 Met da zeiz ganedigezh Herodez, merc’h Herodiaz a zañsas dirazo, hag a blijas da Herodez, 7 en hevelep doare ma roas e c’her dezhi gant le penaos e roje dezhi ar pezh a c’houlennje. 8 Aliet gant he mamm, e lavaras: Ro din amañ, war ur plad, penn Yann-Vadezour. 9 Ar roue a voe glac’haret, met, abalamour d’e le ha d’ar re a oa azezet gantañ, e c’hourc’hemennas e reiñ dezhi, 10 hag e kasas da zibennañ Yann er prizon. 11 E benn a voe degaset war ur plad ha roet d’ar plac’h yaouank, hag ar plac’h yaouank e roas d’he mamm. 12 Diskibien Yann a zeuas, a gemeras e gorf hag a sebeilhjont anezhañ. Hag ez ejont d’henn lavarout da Jezuz. Pemp mil den maget gant Jezuz (Kentañ kreskadur ar bara) 13 Pa glevas Jezuz kement-se, ez eas kuit ac’hano en ur vag evit en em dennañ a-du en ul lec’h distro. Ar bobl, o vezañ klevet-se, en heulias war droad eus ar c’hêrioù. 14 Jezuz, o vezañ aet er-maez, a welas ul lod bras a dud, en doe truez outo hag a yac’haas o c’hlañvourien. 15 An abardaez o vezañ deuet, e ziskibien a dostaas outañ hag a lavaras: Al lec’h-mañ a zo distro ha diwezhat eo, kas kuit ar bobl, evit ma’z aint er bourc’hioù da brenañ boued. 16 Jezuz a lavaras dezho: N’o deus ket ezhomm da vont kuit, roit hoc’h-unan da zebriñ dezho. 17 Lavarout a rejont dezhañ: N’hon eus amañ nemet pemp bara ha daou besk. 18 Eñ a lavaras: Degasit int din. 19 Hag e c’hourc’hemennas d’ar bobl azezañ war ar geot, kemer a reas ar pemp bara hag an daou besk hag, o sevel e zaoulagad etrezek an neñv, e vennigas, e torras ar baraoù hag o roas d’e ziskibien, hag an diskibien d’ar bobl. 20 Debriñ a rejont holl hag o doa a-walc’h, hag e kasjont ganto daouzek panerad leun eus an tammoù a oa manet. 21 Ar re o doa debret a oa war-dro pemp mil den, hep ar gwragez hag ar vugale. Jezuz a gerzh war an dour 22 Kerkent goude, Jezuz a lakaas e ziskibien da vont er vag ha d’e ziaraogiñ en tu all, e-pad ma kasje ar bobl en o hent. 23 P’en doe kaset kuit ar bobl, e pignas war ar menez evit pediñ a-du. An abardaez o vezañ deuet, e oa eno e-unan. 24 Ar vag a oa dija e-kreiz ar mor, gwallgaset gant ar gwagennoù, rak an avel a oa en o enep. 25 D’ar bedervet beilhadenn eus an noz, Jezuz a zeuas d’o c’havout o kerzhout war ar mor. 26 Pa welas an diskibien anezhañ o kerzhout war ar mor, o doa spont hag e lavarjont: Un teuz eo! Hag e krijont gant ar spont. 27 Kerkent Jezuz a lavaras dezho: Ho pet fiziañs, me eo, n’ho pet ket aon! 28 Pêr a respontas dezhañ: Aotrou, mar d-eo te, gourc’hemenn ac’hanon da vont da’z kavout war an doureier. 29 Hag eñ a lavaras: Deus! Pêr a ziskennas eus ar vag hag a gerzhas war an doureier evit mont da gavout Jezuz. 30 Met, pa welas e oa kreñv an avel, en doa aon hag, evel ma kroge da sankañ en dour, e krias o lavarout: Aotrou, va savete! 31 Raktal Jezuz, oc’h astenn e zorn, a grogas ennañ hag a lavaras dezhañ: Den a nebeut a feiz, perak ac’h eus diskredet? 32 Hag e pignjont er vag hag an avel a baouezas. 33 Ar re a oa er vag a zeuas hag a azeulas anezhañ, o lavarout: Te eo evit gwir Mab Doue. Jezuz a yac’ha tud klañv 34 P’o doe treuzet ar mor, e teujont da vro C’henezared. 35 Tud al lec’h-mañ, o vezañ anavezet anezhañ, a gasas kannaded en holl vro tro-war-dro, hag e voe degaset dezhañ an holl dud klañv. 36 Pediñ a rejont anezhañ d’o lezel da stekiñ hepken ouzh bevenn e zilhad. Ha kement hini a stokas, a voe yac’haet. |