Mazhev 13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 13 Parabolennoù Rouantelezh an Neñvoù; an hader 1 An devezh-se, Jezuz, o vezañ aet er-maez eus an ti, a azezas e-tal ar mor. 2 Ur bobl vras o vezañ en em zastumet en e gichen, e pignas en ur vag, ec’h azezas, hag an holl bobl a chomas war an aod. 3 Komz a reas dezho dre barabolennoù war galz a draoù hag e lavaras: Setu, un hader a yeas er-maez da hadañ. 4 Evel ma hade, ul lodenn eus an had a gouezhas a-hed an hent, hag al laboused a zeuas hag he debras holl. 5 Ul lodenn all a gouezhas war ul lec’h meinek e-lec’h ma oa nebeut a zouar, kerkent e savas rak ne oa ket aet don en douar, 6 met pa zeuas an heol, e voe devet, ha dre ma ne oa ket a wrizienn, e sec’has. 7 Ul lodenn all a gouezhas e-touez ar spern, hag ar spern a greskas hag he mougas. 8 Ul lodenn all a gouezhas en douar mat, hag e roas frouezh, ur c’hreunenn kant, unan all tri-ugent, unan all tregont. 9 Ra selaouo, an neb en deus divskouarn da glevout. 10 E ziskibien a dostaas hag a lavaras dezhañ: Perak e komzez outo dre barabolennoù? 11 Jezuz a respontas dezho: Dre ma’z eo roet deoc’h da anavezout misterioù rouantelezh an neñvoù, ha ma n’eo ket roet kement-se dezho. 12 Rak roet e vo d’an neb en deus hag en devo a-fonn, met an hini n’en deus ket, e vo lamet digantañ zoken ar pezh en deus. 13 Rak-se e komzan dezho dre barabolennoù, abalamour o welout ne welont ket hag o klevout ne glevont ha ne gomprenont ket. 14 Enno eo peurc’hraet ar brofediezh-mañ Izaia a lavar: C’hwi a glevo gant ho tivskouarn ha ne gomprenot ket. C’hwi a sello gant ho taoulagad ha ne welot ket. 15 Rak kalon ar bobl-mañ a zo deuet digizidik. Pounnerglevet o deus o divskouarn ha serret o deus o daoulagad, gant aon na zeufe o daoulagad da welout, o divskouarn da glevout, o c’halon da gompren, na zistrofent, ha na yac’hafen anezho. 16 Eürus eo ho taoulagad abalamour ma welont, hag ho tivskouarn abalamour ma klevont. 17 Rak me a lavar deoc’h e gwirionez, kalz a brofeded hag a dud reizh o deus c’hoantaet gwelout ar pezh a welit ha n’o deus ket e welet, ha klevout ar pezh a glevit ha n’o deus ket e glevet. 18 Selaouit eta petra eo parabolenn an hader. 19 Pa selaou un den ger ar rouantelezh ha pa ne gompren ket anezhañ, an hini fall a zeu hag a skrap ar pezh a zo bet hadet en e galon: hennezh eo an hini en deus degemeret an had a-hed an hent. 20 An hini en deus degemeret an had el lec’hioù meinek, eo an hini a glev ar ger hag e zegemer kerkent gant levenez, 21 met n’en deus ket a wrizienn ennañ e-unan, ne bad nemet ur pennad ha, pa zeu ar glac’har pe an heskinerezh abalamour d’ar ger, e kav kerkent un abeg da gouezhañ. 22 An hini en deus degemeret an had e-touez an drein, eo an hini a glev ar ger, met prederioù ar bed-mañ ha tromplerezh ar pinvidigezhioù a voug ar ger hag e laka difrouezh. 23 An hini en deus degemeret an had en douar mat, eo an hini a glev ar ger, en kompren hag a zoug frouezh, ur c’hreunenn a ro kant, unan all tri-ugent, unan all tregont. An dreog 24 Kinnig a reas dezho ur barabolenn all hag e lavaras: Rouantelezh an neñvoù a zo heñvel ouzh un den en deus hadet had mat en e bark. 25 Met e-pad ma oa kousket an dud, e enebour a zeuas, a hadas dreog e-touez an ed hag a yeas kuit. 26 Pa voe kresket ar geot ha deuet e frouezh, neuze en em ziskouezas ivez an dreog. 27 Mevelien mestr an ti a zeuas da lavarout dezhañ: Aotrou, ha ne’c’h eus ket hadet had mat ez park? Penaos eta ez eus dreog ennañ? 28 Eñ a respontas dezho: Un enebour din en deus graet kement-se. Ar vevelien a lavaras dezhañ: Fellout a ra dit ec’h afemp d’e dennañ? 29 Nann, emezañ, gant aon o tennañ an dreog, na ziwriziennfec’h ivez an ed. 30 Lezit o-daou da greskiñ betek an eost; ha da amzer an eost, e lavarin d’ar vederien: Tennit da gentañ an dreog hag endrammit eñ evit e zeviñ, met dastumit an ed em solier. Ar c’hreunenn sezo 31 Kinnig a reas dezho ur barabolenn all hag e lavaras: Rouantelezh an neñvoù a zo heñvel ouzh ur c’hreunenn sezo a gemer un den hag a had en e bark. 32 Ar bihanañ eus an holl hadoù eo, met pa’z eo kresket, ez eo brasoc’h eget al louzoù hag e teu da vezañ ur wezenn, en hevelep doare ma teu laboused an neñv da chom en he brankoù. Ar goell 33 Lavarout a reas dezho ar barabolenn all-mañ: Rouantelezh a neñvoù a zo heñvel ouzh ur goell a gemer ur wreg hag a laka e tri saton bleud, betek ma vo an toaz goet holl. 34 Jezuz a lavaras an holl draoù-se d’ar bobl e parabolennoù, ha ne gomze ket outo hep parabolenn, 35 evit ma vije peurc’hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar profed: Digeriñ a rin va genoù gant parabolennoù, disklêriañ a rin traoù kuzhet abaoe krouidigezh ar bed. Disklêriadur parabolenn an dreog 36 Neuze Jezuz, o vezañ kaset kuit ar bobl, a zeuas en ti. E ziskibien a dostaas outañ, o lavarout: Displeg deomp parabolenn dreog ar park. 37 Eñ a respontas dezho: An hini a had an had mat eo Mab an den; 38 ar park eo ar bed; an had mat eo bugale ar rouantelezh; an dreog eo bugale an droug; 39 an enebour en deus e hadet eo an diaoul; an eost eo fin ar bed; ar vederien eo an aeled. 40 Evel ma tenner an dreog ha ma e daoler en tan, evel-se e c’hoarvezo e fin ar bed. 41 Mab an den a gaso e aeled da dennañ eus e rouantelezh an holl abegoù a wallskouer hag ar re a ra an direizhder, 42 hag e taolint anezho en ur forn-dan, e-lec’h ma vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent. 43 Neuze an dud reizh a lugerno evel an heol e rouantelezh o Zad. Ra selaouo, an neb en deus divskouarn da glevout. An teñzor kuzhet 44 Rouantelezh an neñvoù a zo c’hoazh heñvel ouzh un teñzor kuzhet en ur park. Pa gav un den anezhañ, en kuzh ha, leun a levenez, ez a da werzhañ kement en deus hag e pren ar park-se. Ar berlezenn brizius meurbet 45 Rouantelezh an neñvoù a zo c’hoazh heñvel ouzh ur marc’hadour a glask perlez kaer. 46 Kavet en deus ur berlezenn brizius meurbet, aet eo da werzhañ kement en doa hag en deus he frenet. Ar roued 47 Rouantelezh an neñvoù a zo c’hoazh heñvel ouzh ur roued taolet er mor hag a zastum pesked a bep seurt. 48 Pa’z eo leun, e tennont anezhi war an aod. Goude bezañ azezet, e lakaont ar re vat e listri hag e taolont kuit ar re fall. 49 Evel-se e c’hoarvezo e fin ar bed. An aeled a zeuio hag a zispartio ar re zrouk eus a-douez ar re reizh 50 hag e taolint anezho en ur forn-dan, e-lec’h ma vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent. 51 Jezuz a lavaras dezho: Ha komprenet mat hoc’h eus an holl draoù-se? Ya Aotrou, a respontjont. Ar penn-tiegezh 52 Hag e lavaras dezho: Dre-se, kement skrib desket diwar-benn ar pezh a sell ouzh rouantelezh an neñvoù a zo heñvel ouzh ur penn-tiegezh a denn traoù nevez ha traoù kozh eus e deñzor. Jezuz en e vammvro 53 Goude m’en doe Jezuz peurlavaret ar barabolennoù-se, ez eas kuit ac’hano. 54 O vezañ deuet en e vro, e kelennas anezho en o sinagogenn, en hevelep doare ma oant souezhet ha ma lavarent: A-belec’h e teu dezhañ ar furnez hag ar mirakloù-se? 55 Ha n’eo ket mab ar c’halvez? Ha n’eo ket Mari eo e vamm? Jakez, Jozez, Simon ha Jud, ha n’int ket e vreudeur? 56 E c’hoarezed, ha n’emaint ket holl en hon touez? A-belec’h eta e teu dezhañ an holl draoù-se? 57 Hag e kavent tamall ennañ. Met Jezuz a lavaras dezho: Ur profed a zo enoret, nemet en e vro e-unan hag en e di e-unan. 58 Ha ne reas ket kalz a virakloù el lec’h-se abalamour d’o diskredoni. |