Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Mazhev 11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 11 Diwar-benn Yann-Vadezour

1 P’en doe Jezuz echuet da reiñ e gemennoù d’e zaouzek diskibl, ez eas ac’hane da gelenn ha da brezeg en o c’hêrioù.

2 Yann, o vezañ klevet en e brizon komz diwar-benn oberennoù Krist, a gasas daou eus e ziskibien da lavarout dezhañ:

3 Bez’ out an hini a dle dont pe e tleomp gortoz unan all?

4 Jezuz a respontas dezho: It ha lavarit da Yann ar pezh a glevit hag ar pezh a welit:

5 ar re dall a wel, ar re gamm a gerzh, ar re lovr a zo glanaet, ar re vouzar a glev, ar re varv a adsav da vev, an Aviel a zo prezeget d’ar beorien.

6 Eürus eo an neb na gavo ket a abeg da gouezhañ ennon.

7 Evel ma’z aent kuit, Jezuz en em lakaas da lavarout d’ar bobl diwar-benn Yann: Petra oc’h aet da welout el lec’h distro? Ur bennduenn hejet gant an avel?

8 Met petra oc’h aet da welout? Un den gwisket gant dilhad kaer? Setu, ar re a zo gwisket gant dilhad kaer a zo e tiez ar rouaned.

9 Met petra oc’h aet da welout? Ur profed? Ya a lavaran deoc’h, ha muioc’h eget ur profed.

10 Rak eñ eo an hini a zo skrivet diwar e benn: Setu, e kasan va c’hannad dirak da zremm da gempenn da hent a-raok dit.

11 Me a lavar deoc’h e gwirionez, e-touez ar re a zo bet ganet gant gwragez, n’eus bet savet hini brasoc’h eget Yann-Vadezour. Koulskoude, an hini bihanañ e rouantelezh an neñvoù a zo brasoc’h egetañ.

12 Adalek amzer Yann betek vremañ, rouantelezh an neñvoù a zo kemeret dre nerzh hag ar re daer eo he c’hemer.

13 Rak an holl brofeded hag al lezenn o deus diouganet betek Yann.

14 Ha mar fell deoc’h kompren, eñ eo an Elia a dlee dont.

15 Ra selaouo, an neb en deus divskouarn da glevout.

16 Ouzh petra e keñverin ar rummad-mañ? Heñvel eo ouzh bugale azezet war al leurgêrioù hag a gri da vugale all,

17 o lavarout: Ni hon eus sonet deoc’h ar fleüt ha n’hoc’h eus ket dañset, ni hon eus kanet deoc’h hirvoudoù ha n’hoc’h eus ket douget kañv.

18 Rak Yann a zo deuet, hep debriñ nag evañ, hag e lavaront: Un diaoul a zo ennañ.

19 Mab an den a zo deuet, o tebriñ hag oc’h evañ, hag e lavaront: Setu un debrer hag un ever, ur mignon d’ar bublikaned ha d’ar bec’herien. Met ar furnez a zo bet reishaet gant he bugale.


Diwar-benn kêrioù n’o deus ket bet keuz

20 Neuze en em lakaas d’ober rebechoù d’ar c’hêrioù en doa graet enno an darn vuiañ eus e virakloù, abalamour ma n’o doa ket bet keuz.

21 Gwalleur dit, Korazin! Gwalleur dit, Betsaida! Rak ma vije bet graet e Tir hag e Sidon ar mirakloù a zo bet graet ennoc’h, pell zo e vijent kaout keuz o kemer ar sac’h hag al ludu.

22 Setu perak en lavaran deoc’h, e deiz ar varn, e vo dousoc’h da Dir ha da Sidon eget deoc’h.

23 Ha te, Kafarnaoum, te a zo bet savet betek an neñv, izelaet e vi betek lec’h ar marv, rak ma vije bet graet e Sodom ar mirakloù a zo bet graet ez kreiz, e vije c’hoazh hiziv en he sav.

24 Setu perak en lavaran deoc’h, e deiz ar varn, e vo dousoc’h da Vro-Sodom eget dit.


An diskuizh e Jezuz

25 En amzer-se Jezuz a gemeras ar gomz hag a lavaras: Da veuliñ a ran, o Tad, Aotrou an neñv hag an douar, ma ec’h eus kuzhet an traoù-mañ ouzh ar re fur hag ouzh ar re skiantek ha ma ec’h eus o diskuliet d’ar vugale!

26 Ya, o Tad, kement-se a zo evel-se dre ma ec’h eus e gavet mat.

27 Pep tra a zo bet roet din gant va Zad, ha den ne oar piv eo ar Mab nemet an Tad, na piv eo an Tad kennebeut nemet ar Mab, hag an hini e fell d’ar Mab e ziskuliañ dezhañ.

28 Deuit da’m c’havout, c’hwi holl a zo skuizh ha bec’hiet, ha me ho tiboanio.

29 Kemerit va yev warnoc’h ha deskit diganin, rak me a zo dous hag izelek a galon, hag e kavot diskuizh d’hoc’h eneoù.

30 Rak va yev a zo dous ha va bec’h a zo skañv.

Lean sinn:



Sanasan