Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Malaki 4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 4

1 Rak setu e teu an deiz gwrezus evel ur forn; hag an holl re lorc'hus hag an holl re a ra an droug a vo evel plouz. An deiz-se a zo o tont hag o entano, eme AOTROU an armeoù, ha ne lezo ganto na gwrizienn na skourr.

2 Met evidoc'h, c'hwi hag a zouj va anv, e savo heol ar reizhder, hag ar yec'hed a vo en e vannoù. Mont a reot er-maez, hag e lammot evel leueoù ar c'hraou.

3 Ha mac'hañ a reot ar re zrouk, rak evel ludu e vint dindan solioù ho treid en deiz ma kempennan, eme AOTROU an armeoù.

4 Ho pet soñj eus lezenn Moizez va servijer, am eus roet dezhañ en Horeb evit Israel a-bezh, ar reolennoù hag ar barnedigezhioù

5 Setu ez an da gas deoc'h Elia ar profed, a-raok ma teuio deiz bras ha spontus an AOTROU.

6 Distreiñ a raio kalon an tadoù etrezek ar vugale, ha kalon ar vugale etrezek o zadoù, gant aon na zeufen da skeiñ war ar vro e-doare ar berz.

Lean sinn:



Sanasan