Malaki 3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 3 1 Setu ez an da gas va c'hannad, hag e kempenno an hent a-raok din. Hag a-daol-trumm ez aio en e dempl an AOTROU a glaskit, hag Ael an emglev a c'hoantait. Setu e teu, eme AOTROU an armeoù. 2 Piv a c'hello gouzañv deiz e zonedigezh, piv a c'hello chom en e sav pa en em ziskouezo? Rak bez' e vo evel tan an teuzer, evel soavon ar gwenner. 3 Azezet e vo, o teuziñ hag o c'hlanaat an arc'hant. Glanaat a raio mibien Levi, hag o furaio evel ma vez graet gant an aour hag an arc'hant, hag e kinnigint d'an AOTROU ur brofadenn hervez ar reizhder. 4 Profadenn Juda hag Israel a vo plijus d'an AOTROU, evel en deizioù kozh hag evel er bloavezhioù a-wechall. 5 Hag e tostain ouzhoc'h evit ar varnedigezh, hag ec'h hastin testeniañ a-enep ar sorserien, a-enep an avoultrerien, a-enep ar re a dou e gaou, ar re a zalc'h gopr al labourer, a wask an intañvez hag an emzivad, a noaz d'an diavaeziad, ha na zouj ket ac'hanon, eme AOTROU an armeoù. 6 Dre ma'z on an AOTROU ne gemman ket, abalamour da-se c'hwi, mibien Jakob, n'oc'h ket bet kuzumet. 7 Abaoe amzer ho tadoù oc'h en em bellaet diouzh va reolennoù ha n'hoc'h eus ket o miret. Distroit ouzhin, ha me a addeuio d'ho kavout, eme AOTROU an armeoù. Hag e lavarit: Penaos e tistroimp? 8 An den, ha touellañ a raio Doue? Rak va zouellañ a rit. Hag e lavarit: E petra hon eus da douellet? En deogoù hag er profoù! 9 Mallozhet oc'h, eus ur vallozh a sko ac'hanoc'h dre ma touellit ac'hanon, c'hwi ar vroad holl! 10 Degasit an holl zeogoù da di an teñzor, evit ma vo bevañs em zi. Va amprouit e kement-se, eme AOTROU an armeoù, daoust ha ne zigorin ket skluzioù an neñvoù, ha ne skuilhin ket warnoc'h ar vennozh hep muzul. 11 Abalamour deoc'h e kourdrouzin ar plaouier, ne zistrujo ket dirazoc'h frouezh ho touar, hag ho kwini ne vo ket dibrodu war ar maezioù, eme AOTROU an armeoù. 12 An holl vroadoù a lavaro ez oc'h eürus, rak c'hwi a vo ur vro a levenez, eme AOTROU an armeoù. 13 Ho komzoù a zo garv a-enep din, eme an AOTROU. Hag e lavarit: Petra hon eus lavaret a-enep dit? 14 Lavaret hoc'h eus: En aner eo e servijomp Doue; petra hon eus gounezet o virout e urzhioù, hag o kerzhout er glac'har dirak AOTROU an armeoù. 15 Derc'hel a reomp bremañ evit eürus ar re lorc'hus. Ya, ar re a ra an drougiezh a ra berzh; ya temptañ a reont Doue, hag en em dennont! 16 Neuze ar re a zouj an AOTROU o deus komzet en eil ouzh egile. An AOTROU en deus taolet evezh outo hag o selaouet. Skrivet ez eus bet ul levr-eñvor dirazañ, evit ar re a zouj an AOTROU hag o deus soñj eus e anv. 17 Din-me e vint eme AOTROU an armeoù, en deiz a gempennan e vint va dalc'h. Hag ec'h espernin anezho, evel ma espern un den e vab a servij anezhañ. 18 Hag e welot a-nevez an diforc'h etre an den reizh hag an hini direizh, etre an den a servij Doue hag an hini na servij ket anezhañ. |