Malaki 1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 1 1 Diougan, komz an AOTROU da Israel, dre Valaki. 2 Ho karet em eus, eme an AOTROU, hag e lavarit: E petra ec'h eus hor c'haret? Ezaü, ha ne oa ket breur Jakob? Koulskoude em eus karet Jakob, 3 met kasaet Ezaü, hag em eus graet eus e venezioù ul lec'h distro; ha roet em eus e hêrezh da aourgon ar gouelec'h. 4 Mar lavar Edom: Distrujet omp, met adsevel a raimp an dismantroù! Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Sevel a raint, met me a ziskaro, hag e vint anvet: bro an drougiezh, ar bobl ma'z eo kounnaret an AOTROU en hec'h enep da viken. 5 Ho taoulagad henn gwelo, hag e lavarot: An AOTROU en em uhela en tu all da harzoù Israel. 6 Ur mab a enor e dad, hag ur servijer a enor e vestr. Mard on tad, pelec'h emañ an enor a zo din? Mard on mestr, pelec'h emañ an aon a zo dirazon? eme AOTROU an armeoù deoc'h-c'hwi, aberzhourien a zispriz va anv, hag a lavar: E petra hon eus disprizet da anv? 7 Kinnig a rit war va aoter bara saotret, hag e lavarit: E petra hon eus da zizenoret? Dre ma lavarit: Taol an AOTROU a zo disprizus. 8 Ha pa zegasit evit un aberzh ul loen dall, ha n'eus ket droug e kement-se? Ha pa zegasit unan kamm pe klañv, ha n'eus ket droug e kement-se? Kinnig-eñ da'z kouarnour! Hag anaoudek e vo ez keñver, pe da zegemeri mat? eme AOTROU an armeoù. 9 Bremañ pedit eta dirak dremm Doue, evit m'en devo truez ouzhimp! Kement-se o tont eus ho taouarn, hag-eñ e tegemeri mat ac'hanoc'h? eme AOTROU an armeoù. 10 Piv eo an hini ac'hanoc'h a serro an dorojoù, evit na vo enaouet ken en aner an tan war va aoter? Ne'm eus plijadur ebet ennoc'h, eme AOTROU an armeoù, ha ne blij din prof ebet eus ho taouarn. 11 Rak adalek ar sav-heol betek ar c'huzh-heol e vo bras va anv e-touez ar broadoù, hag e pep lec'h ma vo lakaet da vogediñ ha kinniget ur brofadenn c'hlan da'm anv. Rak va anv a vo bras e-touez ar broadoù, eme AOTROU an armeoù. 12 Met c'hwi a zisakr anezhañ pa lavarit: Taol an AOTROU a zo saotret, hag ar pezh a zeu dioutañ a zo ur boued disprizus. 13 Lavarout a rit: Pebezh skuizhder! Hag e tisprizit anezhañ, eme AOTROU an armeoù. Hag e tegasit ar pezh a zo bet laeret, ar pezh a zo kamm ha klañv, ha kement-se eo ar profadennoù a ginnigit! Hag e gemer a rin eus ho taouarn? eme an AOTROU. 14 Milliget eo an toueller, an hini en deus ur par en e dropell, hag a ouestl hag a aberzh ul loen dic'hlan d'an AOTROU. Rak me a zo ur roue bras, eme AOTROU an armeoù, ha va anv a zo doujet e-touez ar broadoù. |