Sant Lucas 15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 15 Parabolenn an dañvad kollet 1 An holl bublikaned hag ar bec’herien a dostae outañ evit e glevout. 2 Ar farizianed hag ar skribed a c’hrozmole, o lavarout: Hemañ a zegemer pec’herien hag a zebr ganto. 3 Met eñ a lavaras dezho ar barabolenn-mañ: 4 Pehini ac’hanoc’h, mar en deus kant dañvad ha mar deu da goll unan anezho, ne lez ket an naontek ha pevar-ugent all el lec’h distro evit mont da glask an hini a zo kollet, ken en defe e gavet? 5 O vezañ e gavet, en laka war e zivskoaz gant levenez 6 ha, deuet en-dro d’ar gêr, e c’halv e vignoned hag e amezeien hag e lavar dezho: En em laouenait ganin, rak kavet em eus va dañvad a oa kollet. 7 Me a lavar deoc’h, ez eus evel-se muioc’h a levenez en neñv evit ur pec’her hepken hag en deus keuz eget evit naontek ha pevar-ugent den reizh n’o deus ket ezhomm a geuzidigezh. Parabolenn ar pezh arc’hant kollet 8 Pe, piv eo ar wreg, mar he deus dek drakm ha mar deu da goll unan anezho, n’enaou ket ul lamp, ne skub ket he zi ha ne glask ket gant evezh anezhañ, ken he defe e gavet? 9 O vezañ e gavet, e c’halv he mignonezed hag hec’h amezegezed hag e lavar dezho: En em laouenait ganin, rak kavet em eus an drakm am boa kollet. 10 Me a lavar deoc’h, ez eus evel-se levenez dirak aeled Doue evit ur pec’her hepken hag en deus keuz. Parabolenn ar mab dispigner 11 Hag e lavaras: Un den en doa daou vab. 12 An hini yaouankañ a lavaras d’an tad: Tad, ro din al lodenn eus ar madoù a dle degouezhout din. Hag e lodennas dezho e vadoù. 13 Un nebeud devezhioù goude, ar mab yaouankañ o vezañ dastumet kement en doa, a yeas d’ur vro bell hag a zispignas enni e vadoù o vevañ en diroll. 14 Goude m’en doa dispignet holl, e teuas un naonegezh vras er vro-se hag en em gavas en dienez. 15 Mont a reas d’en em lakaat e servij unan eus tud ar vro-se, a gasas anezhañ en e zouaroù da vesa ar moc’h. 16 Karet en dije leuniañ e gof gant ar c’hlosoù a zebre ar moc’h, met den ne roe dezhañ. 17 O vezañ deuet ennañ e-unan, e lavaras: Pegement a vevelien gopraet gant va zad o deus bara e-leizh, ha me a zo o vervel gant an naon! 18 Sevel a rin hag ez in da gavout va zad hag e lavarin dezhañ: Tad, pec’het em eus a-enep an neñv hag a-enep dit, 19 ha n’on ken dellezek da vezañ galvet da vab. Gra din evel da unan eus da vevelien. 20 Sevel a reas hag ez eas da gavout e dad. Evel ma oa c’hoazh pell, e dad a welas anezhañ hag en doe truez outañ; o teredek, e lamas d’e c’houzoug hag e pokas dezhañ. 21 Ar mab a lavaras dezhañ: Tad, pec’het em eus a-enep an neñv hag a-enep dit, n’on ken dellezek da vezañ galvet da vab. 22 Met an tad a lavaras d’e vevelien: Degasit ar sae gaerañ hag he gwiskit dezhañ, lakait ur walenn ouzh e viz ha botoù en e dreid. 23 Degasit al leue lart ha lazhit anezhañ, debromp hag en em laouenaomp, 24 rak ar mab-mañ din a oa marv hag eo distroet d’ar vuhez, kollet e oa hag eo adkavet. Hag en em lakajont d’en em laouenaat. 25 Met ar mab henañ a oa er parkeier. Pa zistroas ha pa dostaas ouzh an ti, e klevas ar sonerezh hag an dañsoù. 26 Gervel a reas unan eus ar servijerien hag e c’houlennas digantañ petra a oa kement-se. 27 Eñ a lavaras dezhañ: Da vreur a zo distro ha da dad en deus lazhet al leue lart, abalamour m’en deus e adkavet yac’h. 28 Met eñ a yeas droug ennañ ha ne fellas ket dezhañ mont en ti. Neuze e dad a zeuas er-maez hag en pedas da vont e-barzh. 29 Met eñ a respontas d’an tad: Setu, ez eus kement a vloavezhioù abaoe ma servijan ac’hanout hep bezañ biskoazh manket da’z kourc’hemenn, ha ne’c’h eus biskoazh roet din ur c’havrig evit en em laouenaat gant va mignoned. 30 Ha pa’z eo deuet en-dro ar mab-mañ dit, an hini en deus debret da vadoù gant gisti, ec’h eus lazhet al leue lart evitañ! 31 Hag e lavaras dezhañ: Mab, te a zo bepred ganin ha kement am eus a zo dit. 32 Met ret mat e oa en em sederaat hag en em laouenaat, rak ar breur-mañ dit a oa marv hag eo distroet d’ar vuhez, kollet e oa hag eo adkavet. |