Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Levr Rud 4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 4 Boaz o priediñ gant Rud. Lignez David

1 Boaz a bignas da zor kêr hag a azezas eno. Ha setu an hini a c'helle dasprenañ, an hini en doa komzet Boaz diwar e benn, a zeuas da dremen. Boaz a lavaras: Te, deus da azezañ amañ. Hag e tistroas hag ec'h azezas.

2 Hag e kemeras dek den a-douez henaourien kêr, hag e lavaras dezho: Azezit amañ! Hag ec'h azezjont.

3 Hag e lavaras d'an hini a c'helle dasprenañ: Naomi a zo addeuet eus maezioù Moab, ha lakaet he deus da werzhañ al lodenn bark a oa da Elimilek hor breur.

4 Da'm meno, ret eo din reiñ da anavezout kement-se dit ha lavarout dit: Pren anezhi dirak ar re a zo azezet amañ ha dirak henaourien va fobl; ma fell dit he frenañ, pren anezhi, ha ma ne fell ket dit he frenañ, disklêr din evit ma ouezin, rak n'eus nemedout a c'hellfe dasprenañ, ha me a c'hell war da lerc'h. Hag e respontas: Me a breno.

5 Ha Boaz a lavaras: D'an deiz ma preni ar park eus dorn Naomi, e preni ivez eus Rud, ar plac'h eus Moab, gwreg an hini marv, evit adsevel anv an hini marv en e hêrezh.

6 An hini a c'helle dasprenañ a lavaras: N'on ket evit dasprenañ, gant aon na foeltrfen va hêrezh. Te, daspren ar pezh a c'hellan dasprenañ, pa n'on ket evit dasprenañ evidon.

7 Gwechall en Israel, pa c'hoarveze un daspren pe un eskemm, evit suraat an dra, unan a lame e votez-lêr hag he roe d'egile. Kement-se a servije da desteni en Israel.

8 An hini a c'helle dasprenañ a lavaras da Voaz: Pren evidout! Hag e lamas e votez-lêr.

9 Boaz a lavaras d'an henaourien ha d'ar bobl a-bezh: Testoù ez oc'h hiziv penaos em eus prenet digant dorn Naomi kement a oa da Elimelek, ha kement a oa da Giljon ha da Vaklon,

10 ha penaos em eus ivez prenet evidon da wreg Rud, ar plac'h eus Moab, gwreg Maklon, evit adsevel anv an hini marv en e hêrezh, hag evit na vo ket diverket anv an hini marv a-douez e vreudeur nag eus dor e gêr. C'hwi a zo testoù a gement-se hiziv.

11 An holl bobl a oa ouzh an nor, hag an henaourien a lavaras: Ni a zo testoù! Ra lakaio an AOTROU ar wreg a ya ez ti heñvel ouzh Rachel hag ouzh Lea, o deus savet o-div ti Israel! Bleugn en Efrata, ha ra vo brudet da anv e Betlehem!

12 Ra vo da lignez, a roio an AOTROU dit dre ar wreg yaouank-se, un tiegezh evel tiegezh Perez, a c'hanas Tamar da Juda!

13 Boaz a gemeras Rud, hag e voe e wreg. Mont a reas d'he c'havout, hag an AOTROU a roas dezhi da goñseviñ, hag e c'hanas ur mab.

14 Ar gwragez a lavaras da Naomi: Benniget ra vo an AOTROU, n'en deus ket da lezet mankout hiziv eus un den a c'hellfe dasprenañ! Ra vo brudet e anv en Israel!

15 Ra frealzo da ene ha ra vo skoazeller da gozhni! Rak da verc'h-kaer, a gar ac'hanout, he deus e c'hanet, hi hag a zo gwelloc'h evidout eget seizh mab.

16 Naomi a gemeras ar bugel hag a lakaas anezhañ war he bruched, hag e talc'has lec'h a vagerez dezhañ.

17 An amezegezed a roas dezhañ un anv, en ur lavarout: Ganet ez eus ur mab da Naomi, hag e c'halvjont anezhañ Obed. Eñ a voe tad Jese, tad David.

18 Setu amañ lignez Farez: Farez a voe tad da Hezron.

19 Hezron a voe tad da Ram. Ram a voe tad da Aminadab.

20 Aminadab a voe tad da Nashon. Nashon a voe tad da Salmon.

21 Salmon a voe tad da Voaz. Boaz a voe tad da Obed.

22 Obed a voe tad da Jese. Jese a voe tad da Zavid.

Lean sinn:



Sanasan