Levr Rud 3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 3 Rud e leur Boaz 1 Naomi he mamm-kaer a lavaras dezhi: Va merc'h, ha ne glaskin ket dit un diskuizh, evit ma vi eürus? 2 Ar Boaz-se, ma'z out bet gant e vitizhien, ha n'eo ket kar deomp? Setu e wento en noz-mañ an heiz a zo en e leur. 3 En em walc'h hag en em olev, laka da vantell warnout ha diskenn d'al leur. N'en em ro ket da vezañ anavezet gantañ ken n'en devo echu da zebriñ ha da evañ. 4 Ha pa yelo da gousket, evesha pelec'h e kousko, ha neuze ez i da zizoleiñ e dreid hag e c'hourvezi. Neuze e lavaro dit ar pezh az po d'ober. 5 Hag e lavaras dezhi: Me a raio kement ac'h eus lavaret din. 6 Hag e tiskennas d'al leur, hag e reas kement en doa gourc'hemennet he mamm-gaer. 7 Boaz a zebras hag a evas, hag e galon a voe laouen; mont a reas da gousket e penn ur bern dremmen. Hi a zeuas goustadik, a zizoloas e dreid, hag en em c'hourvezas. 8 E-kreiz an noz an den en doe aon hag en em blegas, rak setu ma oa ur vaouez gourvezet ouzh e dreid. 9 Lavarout a reas dezhi: Piv out? Hi a respontas: Me eo Rud, da servijerez. Astenn da sae war da servijerez, dre ma c'hellez va dasprenañ. 10 Hag e lavaras: Va merc'h, ra vennigo an AOTROU ac'hanout! Ar vadelezh diwezhañ-se a desteniez em c'heñver a zo brasoc'h eget an hini gentañ, pa n'out ket aet war-lerc'h an dud yaouank, paour pe binvidik. 11 Ha bremañ va merc'h, na'z pez ket aon, ober a rin evidout kement a lavari din, rak holl zorojoù va fobl a oar ez out ur vaouez vertuzius. 12 Gwir eo e c'hellan da zasprenañ, met bez' ez eus unan all c'hoazh hag a zo nesoc'h egedon. 13 Chom amañ an nozvezh-mañ, ha setu a-benn warc'hoazh, ma fell dezhañ da zasprenañ, mat e vo, e taspreno, met ma ne blij ket dezhañ da zasprenañ, me a zaspreno ac'hanout; an AOTROU a zo bev. Chom gourvezet amañ betek ar mintin. 14 Chom a reas eta gourvezet ouzh e dreid betek ar mintin, hag e savas a-raok ma c'helled anavezout an eil egile. Boaz a lavaras: Ra ne vo ket gouezet ez eo deuet ur vaouez war al leur. 15 Hag e lavaras c'hoazh: Ro din ar vantell a zo warnout, ha dalc'h anezhi. Hi he dalc'has, hag e vuzulias c'hwec'h muzul heiz a lakaas warni, hag ez eas e kêr. 16 Distreiñ a reas da di he mamm-gaer, a lavaras dezhi: Ha te eo va merc'h? Hag e tisklêrias kement en doa graet eviti an den-se. 17 Hag e lavaras: Roet en deus din ar c'hwec'h muzul heiz-se, rak lavaret en deus din: Ne zistroi ket e goullo da gavout da vamm-gaer. 18 Homañ a lavaras: Chom amañ, va merc'h, ken na ouezi penaos e troio an traoù. Rak an den-se ne gemero ket a ziskuizh a-raok bezañ echuet an afer-se hiziv. |