Levr Rud 2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 2 Rud e parkeier Boaz 1 Naomi he doa ur c'har a-berzh he gwaz, un den galloudus ha pinvidik eus tiegezh Elimelek, e anv a oa Boaz. 2 Rud, ar plac'h eus Moab, a lavaras da Naomi: Lez ac'hanon da vont d'ar parkeier ha da zastum tañvouez war-lerc'h an hini a gavfen trugarez ouzh e zaoulagad. Hi a lavaras: Kae va merc'h! 3 Mont a reas eta hag e teuas da dañvouezañ en ur park war-lerc'h ar vederien. Hag e c'hoarvezas e oa al lodenn bark-se da Voaz, an hini a oa eus tiegezh Elimelek. 4 Ha setu Boaz a zeuas eus Betlehem hag a lavaras d'ar vederien: Ra vo an AOTROU ganeoc'h! Int a respontas: Ra'z pennigo an AOTROU! 5 Boaz a lavaras d'e servijer karget eus ar vederien: Da biv eo ar plac'h yaouank-se? 6 Ar servijer karget eus ar vederien a respontas: Ur vaouez yaouank eus Moab eo, deuet eo gant Naomi eus maezioù Moab. 7 Lavaret he deus: Va lezit da dañvouezañ me ho ped, da zastum un tammig e-touez an dremmen war-lerc'h ar vederien. Deuet eo hag eo bet en he sav abaoe beure betek bremañ, ha n'he deus diskuizhet nemet ur pennad en ti. 8 Boaz a lavaras da Rud: Selaou va merc'h, n'a ket da dañvouezañ en ur park all, ha na bella ket zoken ac'hann, met chom amañ gant va mitizhien. 9 Sell ouzh ar park a vez medet, ha kae war o lerc'h. Difennet em eus ouzh va servijerien da stekiñ ouzhit. Ma ec'h eus sec'hed, kae da evañ d'al listri eus ar pezh o devo tennet ar baotred yaouank. 10 Neuze e kouezhas war he dremm, e stouas d'an douar hag e lavaras: Penaos em eus kavet trugarez dirak da zaoulagad, ma taolez evezh ouzhin-me, un estrañjourez? 11 Boaz a respontas dezhi: Kement ac'h eus graet da'z mamm-gaer abaoe marv da bried a zo bet disklêriet din, penaos ac'h eus lezet da dad, da vamm ha da vro c'henidik, evit dont war-zu ur bobl n'anavezes ket diagent. 12 Ra roio an AOTROU dit hervez ar pezh ac'h eus graet, ha ra vo da c'hopr leun a-berzh an AOTROU, Doue Israel, ma'z out deuet da fiziañ dindan e eskell! 13 Hi a lavaras: Va aotrou, kavet em eus trugarez dirak da zaoulagad, rak frealzet ec'h eus ac'hanon, ha komzet ec'h eus hervez kalon da servijerez, petra bennak ma n'on ket evel unan eus da servijerezed. 14 Boaz a lavaras dezhi da vare ar pred: Tosta amañ ha debr bara, ha soub da damm er gwinêgr. Azezañ a reas e-kichen ar vederien, hag eñ a roas dezhi greun rostet. Hi a zebras diouto hag he doe he gwalc'h, hag e viras an nemorant. 15 Neuze e savas da dañvouezañ. Boaz a roas an urzh-mañ d'ar baotred yaouank: Ra dañvouezo etre an dremmen zoken, ha na zizarbennit ket anezhi, 16 hag ivez e lezot a-ratozh un nebeud dornadoù eviti, hag hi a c'hello o zañvouezañ ha ne c'hourdrouzot ket anezhi. 17 Tañvouezañ a reas eta er park betek an abardaez, hag e tornas ar pezh he doa dastumet, hag e voe war-dro un efa heiz. 17 Tañvouezañ a reas eta er park betek an abardaez, hag e tornas ar pezh he doa dastumet, hag e voe war-dro un efa heiz. 18 Hag en kasas ganti hag ez eas da gêr; he mamm-gaer a welas ar pezh he doa tañvouezet. Tennañ a reas ivez ar pezh he doa miret eus an nemorant goude bezañ bet he gwalc'h, evit reiñ dezhi. 19 Neuze he mamm-gaer a lavaras dezhi: Pelec'h ec'h eus tañvouezet hiziv, ha pelec'h ec'h eus labouret? Ra vo benniget an hini en deus taolet evezh ouzhit! Hag e tisklêrias d'he mamm-gaer e ti piv he doa labouret, hag e lavaras: An den e ti piv em eus labouret hiziv a zo anvet Boaz. 20 Naomi a lavaras d'he merc'h-kaer: Ra vo benniget gant an AOTROU, a ziskouez an hevelep trugarez e-keñver ar re vev hag e-keñver ar re varv! Naomi a lavaras ivez: An den-mañ a zo kar deomp, hag emañ eus ar re o deus warnomp an droed a zaspren. 21 Ha Rud, ar plac'h eus Moab, a lavaras: Lavaret en deus ivez din: Chom e-kichen va faotred yaouank, betek ma vo echu va holl eost. 22 Naomi a lavaras da Rud he merc'h-kaer: Va merc'h, mat eo dit mont er-maez gant e vitizhien, ha ma ne vi ket kavet en ur park all. 23 En em stagañ a reas eta ouzh mitizhien Boaz, evit tañvouezañ betek diwezh eost an heiz hag eost ar gwinizh; hag e voe o chom gant he mamm-gaer. |