Levr Rud 1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 1 Rud hag he familh-gaer 1 C'hoarvezout a reas en amzer renadur ar varnerien, ma voe un naonegezh er vro. Un den eus Betlehem Juda a yeas da chom e maezioù Moab, gant e wreg hag e zaou vab. 2 Anv an den-se a oa Elimelek, hag anv e wreg Naomi, hag anvioù e zaou vab Maklon ha Kiljon, Efratiz eus Betlehem Juda. Dont a rejont e maezioù Moab da chom eno. 3 Elimelek gwaz Naomi a varvas, hag hi a vanas gant he daou vab. 4 Ar re-mañ a zimezas gant gwragez eus Moab, anv unan Orpa hag anv eben Rud. Hag e chomjont eno war-dro dek vloaz. 5 Neuze Maklon ha Kiljon a varvas ivez, hag ar wreg-mañ a vanas hep he daou vab hag hep he gwaz. 6 Hag e savas gant he merc'hed-kaer evit distreiñ eus maezioù Moab, rak klevet he doa e maezioù Moab penaos en doa an AOTROU gweladennet e bobl en ur reiñ dezho bara. 7 Mont a reas kuit eus al lec'h ma oa o chom gant he div verc'h-kaer, hag en em lakajont en hent evit distreiñ da vro Juda. 8 Naomi a lavaras d'he div verc'h-kaer: Kit, distroit pep hini da di ho mamm. An AOTROU a vo trugarezus en ho keñver, evel m'hoc'h eus bet e-keñver ar re a zo marv hag em c'heñver. 9 Ra raio deoc'h an AOTROU kavout diskuizh pep hini ac'hanoc'h e ti ur pried! Hag e pokas dezho, met int a savas o mouezh, a ouelas, 10 hag e lavarjont dezhi: Ni a zistroio ganit war-zu da bobl. 11 Naomi a lavaras: Kit en-dro va merc'hed, perak e teufec'h ganin? Ha bez' em eus c'hoazh em c'hof mibien a c'hellfe dont da vezañ ho kwazed? 12 Kit en-dro va merc'hed, kit, rak re gozh on evit addimeziñ. Ha pa lavarfen: spi am eus, pa vefen en noz-mañ zoken gant ur gwaz, ha pa c'hanfen mibien, 13 ha gortoz a rafec'h betek ma vefent bras? Daoust hag evito e chomfec'h a-du hep addimeziñ? Nann va merc'hed, rak ez on en ur brasoc'h c'hwervded en abeg deoc'h, pouezet warnon eo dorn an AOTROU. 14 Hag int a savas o mouezh hag a ouelas c'hoazh. Orpa a bokas d'he mamm-gaer, met Rud en em stagas outi. 15 Hi a lavaras: Setu, da c'hoar-gaer a zo aet en-dro war-zu he fobl ha war-zu he doueoù, distro war-lerc'h da c'hoar-gaer. 16 Ha Rud a lavaras: Na zoug ket ac'hanon da'z lezel, evit pellaat diouzhit, rak el lec'h ma'z i ez in, el lec'h ma chomi e chomin, da bobl a vo va fobl, ha da Zoue a vo va Doue, 17 e-lec'h ma varvi e varvin, hag e vin beziet eno. Ra raio an AOTROU din hervez ar strizhder brasañ, mar deu tra all nemet ar marv da'm lemel diganit! 18 O welout e oa ken youlek da vont ganti, e paouezas da gomz outi a gement-se. 19 Hag e kerzhjont o-div betek ma en em gavjont e Betlehem. Evel ma'z aent e-barzh Betlehem, ar gêr a-bezh a voe strafuilhet en abeg dezho, hag e voe lavaret: Ha n'eo ket Naomi? 20 Hi a lavaras: Na'm anvit ket Naomi, met va anvit Mara, rak an Holl-C'halloudeg en deus va leuniet a c'hwervder. 21 Aet e oan kuit leun, an AOTROU a ra din dont en-dro goullo. Perak va anvit Naomi, pa en deus an AOTROU va diskaret, ha pa en deus an Holl-C'halloudeg va glac'haret. 22 Evel-se eo e tistroas Naomi gant Rud, ar plac'h eus Moab. Hag ez ejont e-barzh Betlehem e deroù eost an heiz. |