Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Levr Job 9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 9 Eil respont Job

1 Job a gomzas o lavarout:

2 A-dra-sur ec'h ouzon ez eo evel-se: Penaos e vefe reizh an den dirak Doue?

3 Mar fell dezhañ breutaat gantañ, ne c'hello ket respont dezhañ ur wech war vil.

4 Fur eo e galon ha kreñv e c'halloud. Piv en deus stourmet outañ hag a zo en em gavet ervat?

5 Dilec'hiañ a ra ar menezioù, hag int n'ouzont ket, o eilpennañ a ra en e fulor.

6 Hejañ a ra an douar war e ziazez, hag e beulioù a zo brañsellet.

7 Komz a ra ouzh an heol, ha ne sav ket. Lakaat a ra ur siell war ar stered.

8 E-unan ec'h astenn an neñvoù, hag e kerzh war goummoù ar mor.

9 Graet en deus ar C'harr-kamm Bras, an Orion, ar Yarad-poñsined ha stered ar c'hreisteiz.

10 Ober a ra traoù bras na c'heller ket furchal, burzhudoù na c'heller ket niveriñ.

11 Setu e tremen em c'hichen, ha ne welan ket anezhañ, tremen a ra c'hoazh, ha ne verzan ket anezhañ.

12 Mar dilam, piv a raio dezhañ reiñ en-dro? Piv a lavaro dezhañ: Petra a rez?

13 Doue ne zistro ket diwar e gounnar, dindanañ eo diskaret skoazellerien al lorc'h.

14 Pegement nebeutoc'h e c'hellfen-me respont dezhañ, ha dibab gêrioù evit komz outañ!

15 Pa vefen reizh, ne respontin ket dezhañ, goulenn a rin trugarez digant va barner!

16 Ma c'halvfen anezhañ ha ma respontfen din, ne gredfen ket e fellfe dezhañ selaou va mouezh,

17 eñ hag a gouezh warnon en ur barrad-amzer, hag a gresk va goulioù hep abeg,

18 eñ na lez ket ac'hanon da adkemer anal, met am leugn a c'hwervoni.

19 Diwar-benn ar galloud: kreñv-kenañ eo! Diwar-benn ar varnedigezh: piv a desto?

20 Ma en em reishaan, va genoù am c'hondaono; ma en em soñjan didamall, em disklêrio kablus.

21 Hag e vefen didamall? Ne fell ket din bevañ, ne ran van ebet ouzh va buhez.

22 En hevelep doare, a lavaran e tistruj an didamall hag ar fallakr.

23 Pa deu ur walenn vuan da skuilhañ ar marv, e ra goap ouzh poanioù ar re zidamall.

24 An douar a zo lakaet etre daouarn ar re zrouk. Eñ eo a c'holo daoulagad ar re a varn; ma n'eo ket eñ, piv eo?

25 Va deizioù a zo aet buanoc'h eget ur reder, hag e tec'hont hep bezañ gwelet an eürusted.

26 Tremen a reont evel bagoù broen, evel un erer a gouezh war e breizh.

27 Mar lavaran: Fellout a ra din ankounac'haat va c'hlemm, dilezel va zristidigezh, adkavout kalon,

28 ez on spouronet gant va holl c'hlac'har, gouzout a ran ne vin ket didamall evidout.

29 Me a zo kondaonet, perak e labourin en aner?

30 Pa en em walc'hfen gant dour erc'h, pa naetafen va daouarn gant soavon,

31 e soubfes ac'hanon er poull, ha va dilhad o defe euzh ouzhin.

32 Rak n'eo ket un den eveldon evit ma c'hellfen respont dezhañ, evit ma'z afemp asambles d'al lez-varn.

33 N'eus tredeog ebet etrezomp, a lakafe e zorn warnomp hon daou.

34 Ra lamo e wialenn diwarnon, ra ne'm spourono ken ar spont anezhañ!

35 Neuze e komzin outañ hep aon, rak er stad m'en em gavan, n'on ket din.

Lean sinn:



Sanasan