Levr Job 8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 8 Prezegenn gentañ Bildad 1 Neuze, Bildad eus Shuak a gomzas o lavarout: 2 Betek pegoulz e komzi evel-se, hag e vo komzoù da c'henoù heñvel ouzh un avel diroll? 3 Doue, hag e tiskarfe ar varnedigezh? An Holl-C'halloudeg, hag e tiskarfe ar reizhder? 4 Mar o deus da vibien pec'het a-enep dezhañ, eñ en deus o deroet da c'halloud o zorfed. 5 Met mar klaskez Doue, mar goulennez trugarez digant an Holl-C'halloudeg, 6 mard out glan ha reizh, a-dra-sur ec'h eveshaio warnout, hag ec'h adsavo ti da reizhder. 7 Da zeroù a vo bet nebeut a dra, met da ziwezh a vo bras-meurbet. 8 Goulenn digant ar rummadoù a-ziagent, hag en em stag d'ober enklask diwar o zadoù, 9 rak ni a zo abaoe dec'h ha n'ouzomp netra, hon deizioù war an douar a zo evel ur skeud. 10 Int, ha ne gelennint ket ac'hanout? Ha ne gomzint ket ouzhit? Ha ne dennint ket eus o c'halon ar c'homzoù-mañ: 11 Ar c'horz, hag e kresk hep palud? Ar broenn, hag e vount hep dour? 12 C'hoazh en he glasvez hag hep bezañ kutuilhet, ez eo sec'h a-raok an holl c'heot. 13 Evel-se eo hentoù an holl re a ankounac'ha Doue; esperañs an den dizoue a yelo da get. 14 E fiziañs a vo torret, hag e surentez a vo ur gwiad-kevnid. 15 Harpañ a raio war e di, ha ne zalc'ho ket, pegañ a raio ennañ, he ne chomo ket en e sav. 16 Eñ a zo leun a nerzh dirak an heol, e skourroù a vount dreist e liorzh, 17 e wrizioù a luzi war vernioù mein, mont a ra dre frailh ar voger, 18 ha ma vez tennet eus e lec'h, hemañ a nac'h anezhañ: Ne'm eus ket da anavezet! 19 Setu al levenez en deus eus e hent, ha reoù all war e lerc'h a ziwano eus ar poultr. 20 Setu, Doue ne daol ket kuit an den eeun, met ne vo ket dorn-ha-dorn gant ar re zrouk. 21 Leuniañ a raio c'hoazh da c'henoù a c'hoarzhoù, ha da vuzelloù a ganaouennoù laouen. 22 Ar re a gasa ac'hanout a vo gwisket a vezh, ha teltenn ar re zrouk ne vo ken. |