Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Levr Job 7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 7

1 An den, ha ne ra ket ur servij-soudard war an douar? E zeizioù, ha n'int ket evel re ur goprad?

2 Evel ar sklav a hiraezh d'ar skeud, evel ar goprad a c'hortoz e bae,

3 evel-se em eus bet da hêrezh mizioù aner, hag eo roet din nozvezhioù a boan.

4 Mard on gourvezet e lavaran: Pegoulz e savin? Pegoulz e vo echuet an noz? Hag em eus va gwalc'h a nec'hamantoù betek ar gouloù-deiz.

5 Va c'hig a zo goloet a breñved hag a drouskenn boultr, va c'hroc'hen a skalf hag a ziskarg.

6 Va deizioù o deus tremenet skañvoc'h eget ar vulzun eus ur gwiader, hag a zo echu hep esperañs.

7 Dalc'h soñj n'eo va buhez nemet ur c'hwezhadenn, ha n'adwelo ken va lagad an eürusted.

8 Al lagad am gwele ne sello ken ouzhin. Da zaoulagad a zo warnon, ha ne vin ken.

9 Ar goabrenn a steuz hag a ya kuit, evel-se an hini a ziskenn da lec'h ar marv ne adsavo ken.

10 Ne zistroio ken d'e di, hag e gêr n'anavezo ken anezhañ.

11 Setu perak ne zalc'hin ken va genoù, komz a rin en anken va spered, klemm a rin e c'hwervded va ene.

12 Daoust hag ez on ur mor, pe ur balum, ma lakaez en-dro din ur gward?

13 Pa lavaran: Va gwele am dic'hlac'haro, va gwelead am diboanio eus va c'hlemm,

14 neuze e spontez ac'hanon dre huñvreoù, hag e spouronez ac'hanon dre weledigezhioù.

15 Setu perak e vefe gwelloc'h da'm ene tagañ, ha mervel kentoc'h eget mirout va eskern.

16 Skuizh on... Ne vevin ket da viken. Pella diouzhin, rak n'eo nemet ur c'hwezhadenn va deizioù.

17 Petra eo an den evit ma rafes kement a van outañ, evit ma taolfes evezh outañ,

18 evit m'en gweladennfes bep mintin, evit m'en amproufes hep paouez?

19 Betek pegoulz e talc'hi da sellout ouzhin? Ha na'm lezi ket da lonkañ va halv?

20 Pec'het em eus, petra a rin dit, o gedour an dud? Perak ec'h eus va lakaet da wenn evit da viroù? Perak ez on ur samm din va-unan?

21 Perak ne zilamez ket va fazi ha ne dremenfes ket a-us da'm direizhder? Rak ez an bremañ da c'hourvez er poultr; va c'hlask a ri ha ne vin ken.

Lean sinn:



Sanasan