Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Levr Job 6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 6 Respont kentañ Job

1 Job a gomzas o lavarout:

2 O! Ma vefe pouezataet va glac'har, ma vefe lakaet va foanioù a-gevret er valañs!

3 Pounneroc'h eget traezh ar mor e vefent! Setu perak eo diskiant va c'homzoù.

4 Biroù an Holl-C'halloudeg a zo ennon, va spered a ev o binim, spontoù Doue en em renk a-enep din.

5 An azen gouez, ha breugiñ a ra p'en deus geot? An ejen, ha blêjal a ra p'en deus boued?

6 Hag e vez debret hep holen ar pezh a zo goular? Ha kavet eo blaz e gwenn ur vi?

7 An traoù na fell ket da'm ene stekiñ outo, a zo deuet va boued ken doñjerus.

8 Ra vo sevenet va gouestl, ha Doue reiñ din ar pezh a c'hortozan.

9 Ra blijo gant Doue va distrujañ, ra lezo e zorn da vont da'm falc'hat!

10 Hag em bo ur frealz, e-kreiz ar poanioù n'espern ket ac'hanon em bo un abeg a levenez: ne'm eus ket dianzavet komzoù ar Sant.

11 Peseurt nerzh am eus evit esperout? Peseurt diwezh e vo va hini evit pasiantiñ?

12 Va nerzh, ha bez' eo nerzh ar vein? Va c'hig, ha bez' eo en arem?

13 Ha n'on ket hep sikour? Ha n'eo ket lamet diganin pep skoazell?

14 Ar reuzeudig en deus gwir da druez e vignon, zoken pa en defe dilezet doujañs an Holl-C'halloudeg.

15 Va breudeur o deus touellet ac'hanon evel ur froud, evel naoz an dourredennoù o tremen;

16 teñvalaet int gant ar skornennoù, an erc'h oc'h en em verniañ warno;

17 steuziañ a reont pa zeu da vezañ tomm an amzer, o vont diwar wel dindan ar wrez.

18 Ar strolladoù a ziank diouzh o hent, pignat a reont er gouelec'h hag en em gollont.

19 Strolladoù Tema a sell outo, beajourien Seba a zo en gortoz anezho.

20 Mezhek int da vezañ bet fiziañs, droukvesket int pa erruont.

21 Evel-se ez oc'h din bremañ, gwelet hoc'h eus va diskar hag hoc'h eus aon razañ.

22 Ha lavaret em eus: Roit din? Eus ho madoù grit profoù din?

23 Va dieubit eus dorn an enebour? Va dasprenit eus dorn ar re zrouk?

24 Va c'helennit hag e chomin peoc'h. Roit din da anavezout e petra em eus dianket.

25 Pegen nerzhus eo komzoù gwirion! Petra a fell d'ho kroz krozal?

26 Hag e vefe gêrioù a fell deoc'h krozal? Ret eo reiñ d'an avel komzoù un den dizesperet.

27 War un emzivad en em daolfec'h, hag ho mignon a doullfec'h.

28 Met bremañ, mar plij, sellit ouzhin: daoust hag e lavarin gevier dirazoc'h?

29 Distroit, na vezit ket direizh! Distroit, anzavit ez on didamall!

30 Hag ez eus direizhder war va zeod? Ha ne oar ket santout an droug va staoñ?

Lean sinn:



Sanasan