Levr Job 5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 5 1 Galv bremañ! Hag e vefe unan bennak da respont dit? Etrezek pehini eus ar sent e troi? 2 Ar vuanegezh a lazh an diskiant, an desped a laka ar sod da vervel. 3 Gwelet em eus an diskiant o wriziennañ, met milliget em eus buan e chomlec'h. 4 E vibien a zo pell eus pep sikour, friket int e-kichen an nor, ha den n'o dieub. 5 E eost a zo debret gant an ezhommeg, a-dreuz ar spern zoken eo tapet, al laer a lonk e vadoù. 6 An enkrez ne zeu ket eus ar boultrenn, hag ar boan ne ziwan ket eus an douar, 7 met an den a zo ganet evit ar boan, evel ar fulennoù evit nijal d'an nec'h. 8 Me a bedfe Doue, hag e tisplegfen va c'haoz da Zoue. 9 Eñ a ra traoù bras na c'heller ket furchal, burzhudoù na c'heller ket niveriñ. 10 Eñ a ro ar glav war-c'horre an douar, hag a gas an doureier war ar parkoù. 11 Eñ a laka uhel ar re uvel, hag a sav e krec'h an eürusted ar re c'hlac'haret. 12 Eñ a gas da netra divizoù an dud fall, hag o daouarn ne zeuont a-benn da netra. 13 Eñ a dap ar re fur en o gwidre, ha c'hoantoù ar re zrouk a zo diskaret, 14 war an deiz e kavont an deñvalijenn, hag e kerzhont a-dastorn da greisteiz evel da noz. 15 Eñ a savete ar paour eus ar c'hleze, hag eus o genoù, hag eus dorn an hini galloudek. 16 Bez' ez eus esperañs evit ar reuzeudig, hag an direizhder a zo serret e c'henoù. 17 Setu, eürus an den kastizet gant Doue! Na zispriz ket kastiz an Holl-C'halloudeg. 18 Rak eñ a ra ar gouli, hag a lien; gloazañ a ra hag e zaouarn a bare. 19 Eus c'hwec'h anken e tieubo ac'hanout, ha d'ar seizhvet an droug ne stoko ket ouzhit. 20 En amzer an naonegezh e warezo ac'hanout diouzh ar marv, en amzer ar brezel diouzh lavnenn ar c'hleze. 21 Kuzhet e vi diouzh gwalenn an teod, ne'z po ket aon rak ar glac'har pa zeuio. 22 C’hoarzhin a ri e-pad an distruj hag an naonegezh, ha ne'z po ket aon rak loened an douar. 23 Rak ez po un emglev gant mein ar parkeier, ha loened ar parkeier a vo e peoc'h ganit. 24 Hag e weli da deltenn e peoc'h, gweladenniñ a ri da beurvanoù ha netra ne vanko dit. 25 Hag e weli da lignez o kreskiñ, ha da ziskennidi o liesaat evel geot an douar. 26 Mont a ri darev er bez, evel ur malan ed a zouger en e amzer. 27 Setu, eveshaet hon eus ouzh an dra: evel-se emañ. Selaou ha tenn da vad. |