Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Levr Job 42 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 42 Respont Job d'an AOTROU

1 Job a respontas d'an AOTROU o lavarout:

2 Gouzout a ran e c'hellez pep tra, ha ne c'hell den da herzel d'ober hervez da vennozh.

3 Piv eo an hini a deñvala ar c'huzul hep anaoudegezh? Evel-se em eus komzet diwar-benn traoù na gomprenen ket, traoù re vurzhudus evidon ha n'anavezen ket.

4 Selaou, me az ped, hag e komzin; da c'houlennata a rin hag am c'helenni.

5 Va skouarn he doa klevet komz diwarnout, met bremañ va lagad en deus da welet.

6 Setu perak em eus euzh ouzhin, hag em eus keuz war ar poultr hag al ludu.


Job adsavet

7 Ha goude m'en doe lavaret an AOTROU ar c'homzoù-se da Job, e lavaras an AOTROU da Elifaz eus Teman: Va fulor a zo entanet a-enep dit hag a-enep da zaou vignon, rak n'hoc'h eus ket komzet diwarnon en un doare reizh, evel va servijer Job.

8 Ha bremañ kemerit ganeoc'h seizh kole ha seizh tourz, hag it da gavout va servijer Job, ha kinnigit ul loskaberzh evidoc'h hoc'h-unan. Ra bedo va servijer Job evidoc'h. Rak ne rin van nemet outañ, evit na rin ket deoc'h hervez ho follentez, rak n'hoch eus ket komzet diwarnon en un doare reizh, evel va servijer Job.

9 Elifaz eus Teman, Bildad eus Shuak, Zofar eus Naama a yeas hag a reas hervez m'en doa lavaret an AOTROU dezho. Hag an AOTROU a reas van ouzh dremm Job.

10 Hag an AOTROU a dennas Job er-maez eus e brizonerezh p'en doe pedet evit e vignoned. An AOTROU a greskas kement en doa bet Job d'an daougement.

11 E holl vreudeur, e holl c'hoarezed, an holl re a anaveze anezhañ gwechall a zeuas hag a zebras gantañ bara en e di. Hag e truezjont outañ hag en frealzjont diwar-benn an holl droug en doa lakaet an AOTROU da zont warnañ. Hag e rojont dezhañ pep hini ur pezh arc'hant ha pep hini ur walenn aour.

12 An AOTROU a vennigas amzer diwezhañ Job muioc'h eget e amzer gentañ. Hag e perc'hennas pevarzek mil dañvad, c'hwec'h mil kañval, mil koublad ejened ha mil azenez.

13 Hag en doe seizh mab ha teir merc'h.

14 Hag ec'h anvas an hini gentañ Jemima, an eilvet Kezia, an deirvet Keren-Happuk.

15 Ne voe ket dre ar vro a-bezh maouezed kaeroc'h eget merc'hed Job. O zad a roas dezho un hêrezh e-touez o breudeur.

16 Job a vevas goude an traoù-se kant daou-ugent vloaz, hag e welas e vibien ha mibien e vibien betek ar pevare rummad.

17 Ha Job a varvas oadet ha gwalc’het a zeizioù.

Lean sinn:



Sanasan