Levr Job 41 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 41 1 Hag e tenni al leviatan gant un higenn? Hag e krogi en e deod gant ur gordenn? 2 Hag e lakai ur vroenenn en e zivfron? Hag e toulli e javed gant ur c'hrog? 3 Hag e kaso dit kalz a aspedennoù? Hag e lavaro dit komzoù dous? 4 Hag e raio un emglev ganit? Hag e kemeri anezhañ evel servijer da viken? 5 Hag e c'hoarii gantañ evel gant ul labous? Hag e stagi anezhañ evit da verc'hed? 6 Hag e chervado da genseurted gant e c'hig? Hag e rannint anezhañ etre marc'hadourien? 7 Hag e toulli e groc'hen gant biroù, hag e benn gant un treant? 8 Laka warnañ da zorn, soñj en emgann, ha ne zistroi ket. 9 Setu, pep esperañs d'e zapout a vefe touellet. Ha n'omp ket taolet d'an douar o welout anezhañ? 10 N'eus den kalonek a-walc'h evit e zihuniñ. Piv neuze en em zalc'hfe en e sav dirazon? 11 Piv en deus roet din en a-raok, ma roan dezhañ en-dro? Kement a zo dindan an neñvoù a zo din. 12 Ne davin ket diwar-benn e izili, diwar-benn e nerzh bras, diwar-benn kaerder e framm. 13 Piv a c'hell dizoleiñ gorre e c'holoenn? Piv a c'hell mont etre e ziv javed? 14 Piv a c'hell digeriñ dorojoù e c'henoù? Ar spont en em zalc'h en-dro d'e zent. 15 E skoedoù galloudus a zo e lorc'h, kloz int ha siellet mat, 16 stekiñ a reont unan ouzh egile, an avel ne dremen ket etrezo, 17 stag int an eil ouzh egile, en em zerc'hel a reont, ne c'hellont ket bezañ dispartiet. 18 E streviadennoù a daol ur sked a sklêrijenn, e zaoulagad a zo evel malvennoù ar gouloù-deiz. 19 Flammennoù a zeu eus e c'henoù, fulennoù a dec'h dioutañ. 20 Eus e zivfron e teu ur vogedenn, evel eus ul lestr o verviñ pe eus ur gaoter. 21 E anal a enaou glaouennoù, ur flamm a zeu er-maez eus e c'henoù. 22 En e c'houzoug emañ an nerzh, ar spont a gerzh a-raok dezhañ. 23 Plegoù e gig a zo stag an eil ouzh egile, frammet start warnañ ha divrall. 24 E galon a zo kalet evel ur maen, kalet evel ar maen-milin a-zindan. 25 Pa sav, e kren ar re greñvañ, dinerzhañ a reont gant ar spouron. 26 Pa dostaer outañ, ar c'hleze ne servij da netra, nag ar goaf, nag ar speg, nag an hobregon. 27 Sellout a ra ouzh an houarn evel ouzh ar plouz, hag ouzh an arem evel ouzh koad brein. 28 Ar bir ne laka ket anezhañ da dec'hout, mein ar vatalm a zo evel plouz evitañ, 29 horzh a zo evel ur c'heotenn, c'hoarzhin a ra gant trouz ar c'hlezeier. 30 E gof en deus darbodoù lemm, pa c'hourvez ec'h astenn evel ogedoù war al lec'hid. 31 Lakaat a ra an donder da verviñ evel ur gaoter, hag e ra d'ar mor bezañ evel lestr ur porfumer. 32 Lezel a ra war e lerc'h un hent skedus, en doare ma vefe kemeret an donder evel blev gwenn. 33 N'eus ket e bar war an douar, graet eo bet evit n'en defe aon rak netra. 34 Gwelout a ra dindanañ kement en em sav. Roue eo war holl loened lorc'hus |