Levr Job 40 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 40 1 An AOTROU a gendalc'has da respont da Job o lavarout: 2 Ar rendaeler, daoust hag e vreutaio gant an Holl-C'halloudeg? An hini a dabut gant Doue, daoust hag e responto da gement-se? Respont Job d'an AOTROU 3 Job a respontas d'an AOTROU o lavarout: 4 Setu, displed on, petra a respontin dit? Lakaat a rin va dorn war va genoù. 5 Komzet em eus ur wech, ha ne respontin ken. Komzet em eus div wech, ha ne lavarin netra ouzhpenn. Respont an AOTROU da Job 6 Hag an AOTROU a respontas da Job eus kreiz ar gorventenn o lavarout: 7 Gouriz da lounezhi bremañ evel un den kalonek, rak da c'houlennata a rin hag am c'helenni. 8 Hag e kasi da netra va barnedigezh? Hag e kondaoni ac'hanon evit ma vi reishaet? 9 Hag ec'h eus ur vrec'h evel hini Doue? Ha kuruniñ a rez gant da vouezh eveltañ? 10 Ha bremañ, en em fich gant kaerder ha braster, gwisk meurdez ha splannder, 11 skuilh koummoù da gounnar, izela gant da sell an holl re lorc'hus, 12 taol d'an traoñ gant da sell an holl re lorc'hus, bruzun an holl re fallakr war al leurenn, 13 skoach anezho holl a-gevret er poultr, dastum o dremm en deñvalijenn! 14 Neuze me ivez az meulo, rak e vi bet dieubet gant da zorn dehou. 15 Sell ouzh ar Behemod, am eus graet koulz ha te, debriñ a ra geot evel an ejen. 16 Sell, emañ e nerzh en e lounezhi, hag e greñvder e kigennoù e gof. 17 Sevel a ra e lost evel ur sedrezenn, nervennoù e zivorzhed a zo kenweet. 18 E eskern a zo korzennoù arem, e izili a zo barennoù houarn. 19 Pennoberenn hentoù Doue eo, e grouer en deus roet e gleze dezhañ. 20 Ar menezioù a zoug evitañ o geot, e-lec'h m'emañ o c'hoari holl loened ar parkeier. 21 Gourvezet eo dindan al lotuz, kuzhet gant ar c'horz hag ar c'heun. 22 Al lotuz e c'holo gant o skeud, haleg ar froud a zo en-dro dezhañ. 23 Pa zic'hlann ar stêr ned a ket kuit, n'en defe ket nec'h pa savfe ar Jordan betek e c'henoù. 24 Hag e vo kemeret dre e zaoulagad? Hag e vo toullet e zivfron gant ur stign? |