Levr Job 4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 4 Prezegenn gentañ Elifaz 1 Neuze, Elifaz eus Teman a gomzas o lavarout: 2 Mar klasker komz ouzhit, daoust hag e fulori? Met piv a c'hellfe mirout da gomz? 3 Setu, kelennet ec'h eus kalz, ha kreñvaet ec'h eus an daouarn dinerzhet. 4 Da gomzoù o deus adsavet ar re a vrañselle, startaet ec'h eus an daoulin a blege. 5 Ha bremañ pa en em gav kement-se ganit, e fulorez, pa'z eo deuet warnout, e tigalonez! 6 Da zoujañs-Doue, ha n'eo ket da fiziañs? Da esperañs, ha n'eo ket eeunder da hentoù? 7 Bez soñj: Piv eo an den didamall a zo aet da goll? Pelec'h eo bet distrujet an den eeun? 8 Me am eus gwelet penaos ar re a labour an direizhder hag a had ar boan, a ved ivez anezho. 9 Diskaret int dre c'hwezhadenn Doue, lonket int dre avel e zivfron. 10 Yudadenn al leon, ha mouezh al leon bras, ha dent al leonedigoù a ya da netra. 11 Al leon a varv hep preizh, ha re vihan al leonez a zo stlabezet. 12 Ur gomz kuzhet a zo en em gavet ganin, va skouarn he deus tapet un heklev anezhi. 13 E-kreiz va soñjoù e-pad gweledigezhioù an noz, pa gouezh ur c'housk pounner war an dud, 14 ur spouron hag ur grenijenn a grogas ennon, ha va holl eskern a voe hejet. 15 Ur spered a dremenas dirazon, hag a lakaas blev va c'hig da sevel. 16 En e sav e oa, met n'anavezen ket e zremm. Ur skeudenn a oa dirak va daoulagad, hag e voe ur sioulded, hag e klevis ur vouezh: 17 Ha reishoc'h eget Doue e vefe un den? Ha glanoc'h eget e Grouer e vefe unan bennak? 18 Setu, ne fiz ket en e servijerien, kavout a ra diskianterezh en e aeled. 19 Pegement muioc'h e re a zo o chom e tiez-pri, o deus o diazez er poultr, hag a vez bruzunet evel ur preñvig! 20 A vintin da noz ez int distrujet, hep den d'ober van, e kouezhont evit biken. 21 O c'hordenn a zo troc'het, mervel a reont hep bezañ bet fur. |