Levr Job 39 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 39 1 Ha gouzout a rez ar c'houlz ma c'han ar givri-menez? Hag ec'h eus arsellet pegoulz e kolen an heizezed? 2 Ha niveret ec'h eus ar mizoù ma tougont? Ha gouzout a rez ar c'houlz ma c'hanont? 3 Plegañ a reont hag e c'hanont, hag ez int dieubet eus o gwentloù, 4 o re vihan a greñva, kreskiñ a reont er parkeier, mont a reont kuit ha ne zistroont ket d'o c'havout. 5 Piv en deus laosket an azen gouez en e frankiz? Piv en deus diereet liammoù an azen gouez? 6 Roet em eus dezhañ ar gouelec'h da chomlec'h, an douar sall da di. 7 C’hoarzhin a ra eus trouz kêr, ne glev ket huadoù ar blenier. 8 Redek a ra war ar menezioù, amañ eo e beurvan, klask a ra glazadurioù a bep seurt. 9 Hag e fell d'ar bual da servijout? Hag e tremen an noz ez kraou? 10 Ha stagañ a rez ar bual gant ur gordenn evit arat? Hag e freuz moudennoù an traoniennoù evidout? 11 Ha fiziout a rez ennañ dre ma'z eo bras e nerzh? Hag e lezez dezhañ preder da labour? 12 Ha fiziout a rez ennañ evit dastum da c'hreun, hag o berniañ war da leur? 13 Askell ar struskañval a fiñv laouen, met n'eo ket heñvel ouzh askell ar c'hwibon. 14 Lezel a ra e vioù war an douar, evit bezañ tommet gant ar poultr, 15 hag ec'h ankounac'ha e c'hell un troad o mac'hañ, pe ul loen eus ar parkeier o moustrañ. 16 Kalet eo e-keñver e re vihan evel pa ne vijent ket e re: e labour a zo didalvez, met van ebet ne ra a gement-se, 17 rak Doue n'en deus ket roet ar furnez dezhañ, na kennebeut ar poell. 18 Pa sav ha pa sko gant e eskell, e ra goap eus ar marc'h hag eus e marc'heger. 19 Ha roet ec'h eus d'ar marc'h e nerzh? Ha goloet ec'h eus e c'houzoug a voue? 20 Hag e c'hellez ober dezhañ lammat evel ar c'hilhog-raden? E c'hwirinadenn a zo spontus. 21 Toullañ a ra an douar hag e laouena eus e nerzh. Mont a ra a-raok ar vrezelourien. 22 C'hoarzhin a ra eus an aon, n'eo ket spontet, ne gil ket dirak ar c'hleze. 23 Warnañ e tregern ar c'hlaouier-biroù, hag e lugern ar goaf hag ar speg. 24 Lonkañ a ra an douar gant birvidigezh ha taerder, ne zalc'h ket pa son ar shofar. 25 Pa glev ar shofar, e lavar: War-raok! A-bell e c’hwesha an emgann, mouezh kreñv ar pennoù hag ar c'harmadeg. 26 Hag eo dre da boell e nij ar sparfell hag e tispleg he divaskell war-zu ar c'hreisteiz? 27 Ha gant da urzh eo e sav an erer hag e laka e neizh war an uhelderioù? 28 Emañ o chom war ar reier hag en em zalc'h eno, war dant ur roc'h emañ e greñvlec'h. 29 Ac'hane e c'hed e breizh, er pellder e sell e zaoulagad. 30 E re vihan a ev gwad, hag e-lec'h ma vez korfoù-marv, eno emañ an erer. |