Levr Job 38 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 38 Respont an AOTROU da Job 1 Hag an AOTROU a respontas da Job eus kreiz ar gorventenn o lavarout: 2 Piv eo an hini a deñvala an ali dre gomzoù diskiant? 3 Gouriz da lounezhi bremañ evel un den kalonek, rak da c'houlennata a rin hag am c'helenni. 4 Pelec'h e oas pa daolen diazezoù an douar? Lavar eta, ma ec'h eus poell. 5 Piv en deus reizhet e vuzulioù dezhañ, mar henn anavez? Piv en deus astennet ar gordenn warnañ? 6 War betra eo sanket e sichennoù? Piv en deus lakaet e vaen-korn, 7 pa gane a-unvan stered ar mintin hag e laoske kriadennoù a levenez holl vibien Doue? 8 Piv en deus endalc'het ar mor gant dorojoù, p'en deus strinket er-maez eus ar mammog, 9 pa em eus lakaet dezhañ ar goabrenn evit gwiskamant hag an deñvalijenn evit mailhuroù, 10 pa em eus urzhiet va reolenn warnañ ha lakaet morailhoù ha dorojoù dezhañ, 11 ha pa em eus lavaret dezhañ: Betek amañ e teui ha ned i ket pelloc'h, amañ e paouezo lorc'h da goummoù? 12 Abaoe ma'z out er bed, ha gourc'hemennet ec'h eus d'ar mintin ha merket da c'houloù-deiz e lec'h, 13 evit ma krogo e pennoù pellañ an douar ha ma vo ar re fallakr kaset kuit, 14 evit ma kemmo a zoare an douar evel pri dindan ar siell, evit ma savo pep tra evel evit gwiskañ un dilhad, 15 evit ma vo lamet diganto sklêrijenn ar re zrouk ha ma vo torret ar vrec'h a sav? 16 Hag aet out betek mammennoù ar mor, ha kerzhet ec'h eus war foñs an donder? 17 Ha dizoloet eo bet dit dorojoù ar marv? Ha gwelet ec'h eus dorojoù skeud ar marv? 18 Ha komprenet ec'h eus ledennad an douar? Mar anavezez kement-se, disklêr! 19 Pelec'h emañ hent chomlec'h ar gouloù? Pelec'h emañ chomlec'h an deñvalijenn, 20 ma'z i da dapout anezhi d'he harzoù ha ma'c'h anavezi hent he zi. 21 Gouzout a rez kement-se, rak e voes ganet neuze, ha niver da zeizioù a zo bras! 22 Hag aet out betek teñzorioù an erc'h? Ha gwelet ec'h eus teñzorioù ar grizilh, 23 a zalc'han evit amzer an enkrez, evit deiz ar brezel hag an emgann? 24 Dre betore hent en em lodenn ar sklêrijenn, hag en em skuilh avel ar sav-heol war an douar? 25 Piv en deus digoret un dreuzenn d'an dour-beuz, hag un hent da luc'hed ar c'hurun, 26 evit lakaat da c'hlaviañ war un douar hep tud, war ur gouelec'h n'eus den ebet ennañ, 27 evit dourañ lec'hioù digenvez ha glac'haret, hag ober diwanañ ha lakaat ar geot da zont er-maez? 28 Hag en deus ar glav un tad? Piv a c'han an takennoù glizh? 29 Eus peseurt kof eo deuet ar skorn? Piv a c'han rev an neñv, 30 evit m'en em stlabez an doureier troet e mein, ha ma kaleta gorre an donder? 31 Hag e c'hellez skoulmañ ereoù ar Yarad-poñsined, pe distagañ chadennoù an Orion? 32 Hag e c'hellez kas er-maez ar steredegoù en o amzer, ha ren ar C'harr-kamm gant e re vihan? 33 Hag ec'h anavezez reolennoù an neñvoù, hag ec'h urzhiez o renadur war an douar? 34 Ha sevel a rez da vouezh etrezek ar c'houmoul evit gervel doureier bras da'z koleiñ? 35 Hag e kasez luc’hed? Hag ez eont o lavarout dit: Setu ni amañ? 36 Piv en deus lakaet ar furnez er c'hreizon, hag ar poell er galon? 37 Piv a c'hell niveriñ ar c'houmoul gant furnez, piv a c'houllonder seier-lêr an neñvoù, 38 pa'z eo mesket ar poultr evit dont fank, pa'z eo berniet ar moudennoù? 39 Hag e hemolc'hez evit al leon e breizh, hag e torrez naon al leonedigoù 40 pa'z int gourvezet en o zoulloù, pa chomont war-c'hed en o lec'hioù. 41 Piv a fich d'ar vran he boued pa gri e re vihan etrezek Doue ha pa nijont amañ hag ahont hep netra da zebriñ? |