Levr Job 37 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 37 1 Va c'halon a gren a gement-se, hag e lamm er-maez eus e lec'h. 2 Selaouit, selaouit trouz e vouezh ha ar soroc'herezh o tont eus e c'henoù. 3 E gas a ra dindan an holl neñvoù, e luc'hed a ya betek pennoù pellañ an douar. 4 War e lerc'h e kroz ur vouezh, kuruniñ a ra gant e vouezh meurdezus, n'espern ket e luc'hed pa strak e vouezh. 5 Doue a gurun gant e vouezh en un doare burzhudus, ober a ra traoù bras na gomprenomp ket. 6 Lavarout a ra d'an erc'h: Kouezh war an douar, hag ivez d'ar barrad-glav, zoken d'ar pilad-dour. 7 Lakaat a ra ur siell war zorn an holl dud, en doare ma ouezo an holl dud ez int e grouadurien. 8 Al loened en em denn d'o zoulloù, hag e chomont en o lec'hioù. 9 Ar barrad-avel a zeu eus donder ar c'hreisteiz, ar yenijenn a zeu eus avel an hanternoz. 10 Gant e c'hwezh Doue a ra ar skorn, hag an dour en em astenne a zo strishaet. 11 Kargañ a ra ar c'hoabr eus glebor, hag e stlabez ar c'houmoul gant e sklaerder. 12 Ober a ra dezho treiñ a bep tu hervez e renadur, evit ma raint ar pezh a c'hourc'hemenno dezho war-c'horre an douar poblet. 13 Pe evit kastizañ, pe evit lakaat an douar frouezhus, pe evit bezañ trugarezus, o laka da zont. 14 Ro da skouarn da gement-se, Job, chom peoc'h hag evesha ouzh burzhudoù Doue. 15 Ha gouzout a rez pa en deus o fichet Doue, ha graet d'al luc'hed lugerniñ en e c'hoabr? 16 Hag anavezout a rez kempouez ar c'houmoul, burzhudoù an hini a zo peurvat en anaoudegezh? 17 Perak e teu da zilhad da vezañ tomm pa ro diskuizh d'an douar gant avel ar c'hreisteiz? 18 Hag astennet ec'h eus gantañ an neñvoù, start evel ur melezour metal teuzet? 19 Desk deomp ar pezh a lavarimp dezhañ, rak n'oufemp ket komz en abeg d'hon teñvalijenn. 20 Hag e vez lavaret dezhañ pa gomzan? Biskoazh den a felle dezhañ bezañ lonket! 21 Ha bremañ den ne c'hell sellout ouzh an heol o skediñ e-kreiz ar c'houmoul, p'en deus an avel tremenet hag o c'haset kuit, 22 pa deu evel aour splann eus an hanternoz. Bez' ez eus e Doue ur veurded spontus! 23 An Holl-C'halloudeg, ne c'hellomp ket e dapout; uhelaet eo e galloud, e barnedigezh, e reizhder, ha ne wask den. 24 Setu perak an dud a zouj anezhañ. Ne sell ket ouzh ar re a zo fur a galon. |