Levr Job 36 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 36 1 Elihu a gendalc'has o lavarout: 2 Gortoz ur pennad hag e kelennin ac'hanout, rak gerioù am eus c'hoazh evit kaoz Doue. 3 Tennañ a rin a-bell va gouiziegezh, hag e tifennin reizhder va c'hrouer. 4 A-dra-sur va lavarioù n'int ket gevier, an den a gomz dit en deus un anaoudegezh peurvat. 5 Doue a zo galloudek, met ne zispriz den ebet, galloudek eo dre nerzh e galon. 6 Ne lez ket bevañ an den fallakr, hag e ro e wir d'an ezhommeg. 7 Ne lam ket e zaoulagad diwar ar re reizh, o lakaat a ra gant ar rouaned war an tron, ober a ra dezho azezañ da viken, hag ez int uhelaet. 8 Mard int ereet gant chadennoù, mard int endalc'het gant ar glac'har, 9 e ro da anavezout dezho ar pezh o deus graet, o fec'hedoù hag o lorc'h. 10 Neuze e tigor o divskouarn d'ar gentel, hag e lavar dezho distreiñ diouzh an droug. 11 Mar selaouont ha mar servijont anezhañ, ec'h echuint o deizioù en eurvad, hag o bloavezhioù el levenez. 12 Ma ne selaouont ket, e vint lazhet gant barvenn ar c'hleze, hag e varvint hep anaoudegezh. 13 Ar re zizoue en o c'halon en em laka da gounnariñ, ne griont ket dezhañ pa ere anezho. 14 O ene a varvo en e yaouankiz, o buhez a echuo evel hini ar c'hastaouerien. 15 Saveteiñ a ra an ezhommeg eus e c'hlac'har, hag e kelenn anezhañ dre e boan. 16 Da lamet en defe er-maez eus genoù an anken, er frankiz, pell eus pep enkrez, da daol a vefe bet kempennet, goloet a zruzoni, 17 met ec'h eus kaset warnout barnioù an den drouk; ar varn hag ar gwir a drec'ho. 18 Laka evezh na raio ket ar gounnar dit droukpediñ, neuze un dic'haou bras ne c'hello ket da zieubiñ. 19 Hag e rafe van eus da binvidigezhioù? Nag eus an aour, nag eus da c'halloud bras. 20 Na c'hoanta ket an noz, pa vez tapet ar pobloù en o lec'h. 21 Diwall da zistreiñ d'an direizhder, rak gwelloc'h eo ganit ar glac'har egetañ. 22 Setu Doue a zo uhelaet dre e c'halloud, piv a c'hellfe kelenn eveltañ? 23 Piv a ziskouez dezhañ e hent? Piv a c'hell lavarout dezhañ: Graet ec'h eus un direizhder? 24 Az pez soñj da veuliñ e oberennoù, a zo bet kanet gant an dud; 25 pep den a arvest outo, pep den o gwell a-bell. 26 Setu, Doue a zo uhelaet, ha n'anavezomp ket anezhañ, niver e vloavezhioù... nikun ne c'hell e niveriñ. 27 Tennañ a ra an takennoù dour, hag e c'hlizhennont e glav e-kreiz ar vrumenn, 28 ar c'hoabr a ra dezhañ redek ha strilhañ druz war an dud. 29 Piv a c'hell kompren displeg ar c'hoabr, ha trouz e deltenn? 30 Setu, astenn a ra en-dro dezhañ e sklêrijenn, hag e c'holo donder ar morioù. 31 Evel-se eo e varn ar pobloù, hag e ro boued e-leizh. 32 Derc'hel a ra kuzhet en e zorn ar sklêrijenn, hag e c'hourc'hemenn dezhi skeiñ. 33 E gurun a gas keloù diwar e benn, santout a ra an tropell e zonedigezh. |