Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Levr Job 35 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 35

1 Elihu a gendalc'has o lavarout:

2 Hag ec'h eus soñjet emañ ar gwir ganit p'ec'h eus lavaret: Me a zo reizh dirak Doue,

3 ha p'ec'h eus lavaret: Petra a zeufe din, petra a c'hounezfen o chom hep pec'hiñ?

4 Respont a rin dit em c'homzoù, ha da'z mignoned war-un-dro.

5 Sell ouzh an neñvoù hag arvest, evesha ouzh ar c'houmoul, uheloc'h int egedout.

6 Mar pec'hez, petra a rez a-enep Doue? Pa liesa da bec'hedoù, petra a rez dezhañ?

7 Mard out reizh, petra a roez dezhañ? Petra a zegemer eus da zorn?

8 Da un den eveldout eo e c'hell da fallagriezh noazout, da vab an den eo e c'hell bezañ da reizhder talvoudus.

9 Krial a reer dindan pouez ar mac'homerezh, krial a reer dindan brec'h ar re vras,

10 ha den ne lavar: Pelec'h emañ Doue, va c'hrouer, a ro da ganañ en noz,

11 a gelenn ac'hanomp gwelloc'h eget loened an douar, hol laka da vezañ furoc'h eget laboused an neñvoù?

12 Krial a reont ha n'int ket selaouet, en abeg da lorc'h ar re zrouk.

13 Doue ne selaou ket an hini n'eo nemet gaou, an Holl-C'halloudeg ne ra ket van outañ.

14 Petra bennak ma lavarez na welez ket anezhañ, ar varn a zo dirazañ: gortoz anezhañ!

15 Ha bremañ, dre na gastiz ket e gounnar, ha dre na zalc'h ket kont eus ar follentez,

16 en aner en deus Job digoret e c'henoù, ha berniet en deus lavarioù war lavarioù hep skiant.

Lean sinn:



Sanasan