Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Levr Job 34 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 34

1 Elihu a gendalc'has o lavarout:

2 Selaouit va c'homzoù, c'hwi furien! Roit ho skouarn din, c'hwi hag hoc'h eus anaoudegezh!

3 Rak ar skouarn a varn ar c'homzoù, hag ar staoñ a dañva ar boued.

4 Dibabomp a-gevret ar pezh a zo reizh, gwelomp etrezomp ar pezh a zo mat.

5 Job en deus lavaret: Me a zo reizh, ha Doue en deus lamet va gwir diganin.

6 En desped da'm gwir e tremenan evit gaouiat, va gouli a zo poanius hep ma em eus pec'het.

7 Daoust hag ez eus un den evel Job, oc'h evañ ar goapaerezh evel dour,

8 o kerzhout a-unvan gant ar vicherourien a zireizhder, hag o vont gant an dud fallakr?

9 Lavaret en deus: Ne servij da netra evit an den bezañ o plijout da Zoue.

10 Setu perak, c'hwi hag hoc'h eus skiant, selaouit ouzhin: Pell diouzh Doue an drougiezh! Pell diouzh an Holl-C'halloudeg an direizhder!

11 Reiñ a ra d'an den hervez e oberoù, hag e ra da bep hini kaout hervez e hent.

12 A-dra-sur Doue ne ra ket a zrougiezh, an Holl-C'halloudeg ne ziskar ket ar gwir.

13 Piv en deus roet dezhañ evezherezh an douar? Piv en deus fiziet ennañ ar bed?

14 Ma ne daolfe evezh nemet warnañ e-unan, ma tennfe e Spered hag e c'hwezh,

15 pep kig a varvfe a-gevret, hag an den a zistrofe d'ar poultr.

16 Ma ec'h eus eta poell, selaou kement-se, ro da skouarn da vouezh va c'homzoù.

17 Ha ren a raio an hini a gasa ar reizhder? Hag e kondaoni an hini a zo gwirion er reizhder?

18 Piv a lavar d'ar rouaned: Drouk! ha d'ar briñsed: Fall!

19 Piv a ra van ebet eus ar re vras, ha n'anavez ket ar pinvidig muioc'h eget ar paour? Rak ez int holl oberoù e zaouarn.

20 En un taol e varvont; e-kreiz an noz ur bobl a zo brañsellet hag a dremen; an den galloudek a zo lamet hep bezañ taolet gant un dorn.

21 Rak daoulagad Doue a zo war hentoù pep den, hag e sell ouzh e holl gammedoù.

22 N'eus na teñvalijenn na skeud ar marv e-lec'h ma c'hellfe en em guzhat ar vicherourien a zireizhder.

23 Ne sell ket re bell ouzh un den evit mont e barnedigezh gantañ.

24 Bruzunañ a ra ar c'halloudeien hep enklask, hag e laka reoù all en o lec'h,

25 dre ma'c'h anaveze o oberoù. O diskar a ra da noz, hag ez int bruzunet.

26 O skourjezañ a ra evel tud fall war-wel d'an holl,

27 dre ma'z int en em zistroet dioutañ, ha n'o deus prederiet hini ebet eus e holl hentoù,

28 en doare m'o deus graet da c'harm ar paour sevel betek ennañ, hag en deus klevet garm ar re c'hlac'haret.

29 Ma ro ehan, piv a gondaono? Ma kuzh e zremm, piv a sello outañ? E-keñver ur bobl pe e-keñver un den, evel-se e ra,

30 evit na reno ket an den dizoue, ha na vo ket ur pech d'ar bobl.

31 Daoust hag en deus lavaret da Zoue: Poan am eus bet, ne bec'hin ken,

32 diskouez din ar pezh na welan ket, mar em eus graet traoù direizh, ne rin ken?

33 Ha bez' e vefe eta hervez da soñjoù e tle bezañ kastizet an droug? Diskouezet ec'h eus displijadur. Dit eo da lavarout, n'eo ket din-me. Lavar ar pezh a ouzout.

34 An dud boellek a lavaro ganin, kenkoulz ha pep den fur en devo va selaouet:

35 Job ne gomz ket gant anaoudegezh, e gomzoù a zo dibourvez a skiant.

36 Ra vo amprouet Job betek an diwezh, p'en deus respontet evel ar re fallakr.

37 Lakaat a ra an disentidigezh en tu-hont d'e bec'hed, hag e stlak e zaouarn en hon touez, hag e komz muioc'h-muiañ a-enep Doue.

Lean sinn:



Sanasan