Levr Job 33 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 33 1 Ha bremañ, Job, selaou va c'homzoù, ro da skouarn da'm holl c'herioù. 2 Setu e tigoran va genoù, va zeod a gomz em staoñ. 3 Va c'homzoù a zeuio eus eeunder va c'halon, va muzelloù a lavaro gant frankiz ar pezh a ouzon. 4 Spered Doue eo en deus graet ac'hanon, c'hwezh an Holl-C'halloudeg eo a ro din buhez. 5 Mar gellez, respont din, stourm ouzhin a-dal, en em zalc'h. 6 Setu ez on eveldout dirak Doue, tennet on bet eus ar fank, me ivez. 7 Va spouron ne raio ket aon dit, va dorn ne bouezo ket warnout. 8 Met lavaret ec'h eus da'm divskouarn, hag em eus klevet mouezh da gomzoù: 9 Glan on, hep disentidigezh, naet on ha n'eus drougiezh ebet ennon. 10 Doue a glask digarezioù ennon, sellout a ra ouzhin evel e enebour. 11 Lakaat a ra va zreid en hualoù, hag e spi va holl fiñvadennoù. 12 Setu e kement-se n'emañ ket ar gwir ganit, a respontin dit, rak brasoc'h eo Doue eget an den. 13 Perak e taelez gantañ? Ne rent ket kont eus ar pezh a ra. 14 Doue a gomz ur wech, ha div wech, met ne daoler ket evezh, 15 dre huñvre, dre weledigezh noz, pa gouezh ur c'housk war an dud, e-pad ma kouskont war o gwele. 16 Neuze e tigor skouarn an den, ha e laka ur siell war e c'hourc'hemennoù, 17 evit distreiñ an den diouzh e oberoù fall, evit pellaat dioutañ al lorc'h, 18 evit diwall e ene diouzh ar poull, hag e vuhez diouzh ar c'hleze. 19 An den a zo kastizet ivez gant poanioù war e wele, pa vez hejet e eskern. 20 Neuze e vuhez a heug ouzh ar bara, hag e ene ouzh ar gwellañ meuzioù. 21 En em wastañ a ra e gig hag ez a diwar wel, e eskern na weler ket a zo lakaet en noazh. 22 E ene a dosta ouzh ar poull, hag e vuhez ouzh treuzoù ar marv. 23 Mar ez eus evitañ un ael hanterour, unan a-douez mil, evit reiñ da anavezout d'an den-se ar pezh a zo ret ober, 24 neuze Doue en deus truez outañ hag a lavar: Daspren anezhañ, ma ne ziskenno ket er poull, kavet em eus un dic'haou. 25 E gig a zeuio freskoc'h eget en e vugaleaj, hag e tistroio da zeizioù e yaouankiz. 26 Pediñ a raio Doue hag e vo selaouet, gwelout a raio gant levenez e zremm, eñ a rento d'an den-se e reizhder. 27 Kanañ a raio dirak an dud o lavarout: Pec'het em boa, diskaret em boa ar gwir, ha n'eo ket bet va foan kevatal, 28 Doue en deus dasprenet va ene evit na gouezfe ket er poull, ha va buhez a wel c'hoazh ar sklêrijenn. 29 Setu ar pezh a ra Doue div pe teir gwech e-keñver un den, 30 evit tennañ e ene eus ar poull, hag evit e sklaeriañ gant sklêrijenn ar re vev. 31 Bez evezhiek, Job, selaou ouzhin, tav hag e komzin. 32 Mar ec'h eus un dra da lavarout, respont din, komz, rak e fell din da reishaat. 33 Anez, selaou ouzhin, tav, hag e kelennin dit ar furnez. |