Levr Job 32 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 32 Prezegenn Elihu 1 Neuze an tri den-mañ a baouezas da respont da Job, dre ma oa reizh ouzh e daoulagad e-unan. 2 Hag ec'h entanas kounnar Elihu mab Barakeel, eus Buz, eus tiegezh Ram. E gounnar a entanas a-enep Job dre ma en em reishae e-unan dirak Doue. 3 E gounnar a entanas ivez a-enep e dri mignon, dre n'o doa kavet netra da respont, ha koulskoude o doa kondaonet Job. 4 Elihu en doa gortozet, evit komz da Job, ma o defe int komzet, dre ma oant koshoc'h egetañ. 5 Elihu a welas n'o doa an tri den-mañ netra da respont, ha neuze e gounnar a entanas. 6 Elihu mab Barakeel, eus Buz, a gomzas o lavarout: Me a zo yaouank ha c'hwi a zo kozh, setu perak em eus doujet, ha n'em eus ket kredet reiñ va ali. 7 Lavarout a raen: An deizioù a gomzo, niver bras ar bloavezhioù a roio da anavezout ar furnez. 8 Met ar spered a zo en den, hag awen an Holl-C'halloudeg eo a ro poell. 9 N'eo ket ar re henañ a zo fur, n'eo ket ar re gozh a gompren ar varnedigezh. 10 Setu perak e lavaran: Selaou ouzhin, hag e tisklêrin va ali, me ivez. 11 Gortozet em eus diwezh ho prezegennoù, selaouet em eus ho poellataerezhioù ha penaos hoc'h eus aozet ho frazennoù. 12 Taolet em eus evezh ouzhoc'h, ha setu, nikun ac'hanoc'h n'en deus kendrec'het Job, na respontet d'e gomzoù. 13 Ha na lavarit ket: Kavet hon eus ar furnez! Doue eo a c'hell e abafiñ, n'eo ket un den. 14 N'en deus ket kaset e gomzoù a-enep din, ha ne respontin ket dezhañ gant ho kerioù. 15 Sabatuet int! Ne respontont ken, lamet eo bet o mouezh diganto! 16 Gortozet em eus, ha ne gomzont ken, en em zerc'hel a reont aze hep respont. 17 Me a responto da'm zro, hag e lavarin va ali, me ivez. 18 Rak leuniet on a gomzoù, ar spered a zo em c'hreiz am gwask. 19 Va bruched a zo evel gwin na vefe ket avelet, mont a ra da freuzañ evel seier-lêr nevez. 20 Komz a rin evit bezañ disammet, digeriñ a rin va muzelloù hag e respontin. 21 Ne rin van eus diavaez an dud, ha ne loavin den ebet. 22 Rak n'ouzon ket loavañ, va c'hrouer am savfe kuit prestik! |