Levr Job 30 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 30 1 Met bremañ tud yaouankoc'h egedon a ra goap ac'hanon, ar re am boa re a zismegañs evit o zadoù d'o lakaat gant chas va zropell. 2 Petra am befe graet eus nerzh o daouarn? Ar gozhni a oa aet da goll enno. 3 Dinerzhet dre ar gernez hag an naon, e peurent al lec'hioù disec'h, glac'haret ha distro abaoe pell. 4 Dastum a raent geot gouez e-kichen bodoù, ha gwrizioù ar jenevregoù evit o boued. 5 Kaset e oant kuit a-douez an dud, hag e veze kriet war o lerc'h evel war-lerc'h ul laer. 6 Edont o chom e toulloù eus traoniennoù, e mougevioù an douar hag e-touez ar reier. 7 Klevet e vezent o vlêjal etre ar bodoù, hag en em zastument dindan an askol. 8 Mibien a netra e oant, mibien hep anv, a zo bet kaset kuit eus ar vro. 9 Ha bremañ ez on abeg d'o c'hanaouennoù, hag e komzont diwar va fenn. 10 Euzh o deus ouzhin, pellaat a reont diouzhin, hep aon e skoont ouzh va dremm. 11 Kordenn va gwareg a zo distennet, izelaet on, diharz ez int dirazon. 12 A-zehou din, emañ o sevel tud ganet nevez 'zo. Kas a reont kuit va zreid, hag e reont em enep hentoù evit noazout din. 13 Distrujañ a reont va hent, hag e kreskont va enkrez; ha n'o deus skoazell ebet. 14 Dont a reont evel dre ur freuz ledan, en em deurel a reont evit ar rivin. 15 Ar spouronoù o deus troet em enep, redek a reont war-lerc'h va ene evel an avel, va eurvad a zo tremenet evel ur goumoulenn. 16 Ha bremañ va ene a deuz ennon, deizioù va glac'har o deus va zapet. 17 Va eskern a zo toullet e-pad an noz, ar pezh a grign ac'hanon ne gousk ket. 18 Gant un nerzh bras va dilhad a zo disneuziet, va gwaskañ a reont evel kolier va zoneg. 19 Taolet on er fank, heñvel on ouzh ar poultr hag al ludu. 20 Krial a ran war-zu ennout ha ne respontez ket, en em zerc'hel a ran ha ne sellez ket ouzhin. 21 Deuet out garv em enep, herzel a rez ouzhin gant da zorn nerzhus. 22 Va sevel a rez, va lakaez de gerzhout war an avel, hag e rez din teuziñ en ur gorventenn. 23 Gouzout a ran e kasi ac'hanon d'ar marv, d'al lec'h merket evit an holl re vev. 24 Ha ne astenner ket an dorn e-kreiz an distruj? Ha ne c'heller ket leuskel ur griadenn en glac'har? 25 Ha ne ouelen ket evit an den a dremene deizioù fall? Ha ne oa ket glac'haret va ene evit ar paour? 26 Pa c'hortozen an eurvad, an drougeur a zo deuet. Pa c'hortozen ar sklêrijenn, an deñvalijenn a zo deuet. 27 Va bouzelloù a verv hep ehan, deizioù an enkrez a zo deuet warnon. 28 Kerzhout a ran duet holl, ha n'eo ket dre an heol. Sevel a ran e-kreiz ar vodadeg, hag e krian. 29 Deuet on da vezañ breur an erevent ha keneil ar struskañvaled. 30 Va c'hroc'hen duet a gouezh, va eskern a zo devet gant an derzhienn. 31 Va zelenn a zo troet e kañvoù, ha va fleüt e mouezh o ouelañ. |