Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Levr Job 3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 3 Komzoù Job

1 Goude-se, Job a zigoras e c'henoù hag a villigas e zeiz.

2 Job a gomzas o lavarout:

3 Ra yelo da get an deiz ma'z on bet ganet, hag an noz he deus lavaret: Un den a zo koñsevet.

4 Ra vo an deiz-se teñvalijenn, ra n'en klasko ket Doue eus krec'h, ra ne lugerno gouloù ebet warnañ!

5 Ra vo tapet gant an deñvalijenn ha gant skeud ar marv, ra vo o chom ar c'hoabr warnañ, ra vo spontet gant duder an deiz-se!

6 Ra grogo an deñvalijenn en noz-se, ra ne laouenaio ket e-touez deizioù ar bloaz, ra ned aio ket e niver ar mizioù!

7 Ya, ra vo difrouezh an noz-se, ra ne zeuio mouezh laouen ebet enni!

8 Ra villigint anezhi ar re a villig an deiz hag a zo prest da sevel al Leviatan!

9 Ra vo teñvalaet stered he serr-noz, ra c'hortozo ar gouloù ha ra ne vo ket, ra ne welo ket malvennoù tarzh-an-deiz!

10 Rak n'he deus ket serret ar c'hof am douge, na kuzhet ar glac'har ouzh va daoulagad.

11 Perak n'on ket marvet adal kof va mamm? O tont eus e ziabarzh, perak ne'm eus ket tennet va huanad diwezhañ?

12 Perak eo bet kinniget daoulin din? Perak divronn, din da zenañ?

13 Rak bremañ e vijen gourvezet ha sioul, e kouskjen hag e vijen en diskuizh,

14 gant rouaned ha pennoù-bras an douar, o deus savet bezioù dezho,

15 gant ar briñsed o deus bet aour, hag o deus leuniet o ziez a arc'hant.

16 Pe evel un diforc'het kuzhet, ne vije ket ac'hanon, evel poupiged n'o deus ket gwelet ar gouloù.

17 Eno ar re zrouk ne drubuilhont ken den, hag eno e tiskuizh an dud dinerzh ha skuizhet.

18 Ganto emañ ar re zalc'het e peoc'h, ne glevont ken mouezh an heskiner.

19 Eno an hini bihan hag an hini bras a zo a-gevret, hag ar sklav a zo dieubet eus e vestr.

20 Perak ez eo roet ar sklêrijenn d'ar reuzeudig, hag ar vuhez d'ar re o deus c'hwervoni en o ene,

21 d'ar re a c'hortoz ar marv ha ne zeu ket, a glask anezhañ muioc'h eget un teñzor?

22 Laouen e vefent hag e tridfent, leun a joa, ma kavfent ur bez.

23 Perak d'un den n'anavez ket e hent, hag a zo kelc'hiet gant Doue a bep tu?

24 Rak e huanadan a-raok ma tebran, va c'hriadennoù a ruilh evel dour.

25 Ar pezh am eus aon razañ a erru ganin, hag ar pezh a spontan razañ a c'hoarvez ganin.

26 Ne'm eus na surentez, na diskuizh, na sioulder! An drubuilh a zo deuet!

Lean sinn:



Sanasan