Levr Job 29 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 29 1 Job a gendalc'has d'ober e brezegenn o lavarout: 2 O! Perak n'on ken evel er mizioù a-wechall, evel en deiz ma tiwalle Doue ac'hanon, 3 pa lugerne e c'houlaouen war va fenn, pa gerzhen ouzh e sklêrijenn en deñvalijenn, 4 evel en deizioù va diskar-amzer, pa veze sekred Doue em zeltenn, 5 pa oa an Holl-C'halloudeg c'hoazh ganin, ha va re yaouank en-dro din, 6 pa walc'hen va zreid el laezh, pa zevere ar roc'h din froudoù eoul! 7 Pa'z aen er-maez etrezek dor kêr, e lakaen kempenn din ur gador war al leurenn. 8 Ar re yaouank a yae da guzh o welout ac'hanon, ar re gozh a save hag en em zalc'he en o sav. 9 Ar briñsed a baoueze da gomz hag a lakae o dorn war o genoù. 10 Mouezh ar pennoù bras a dave, o zeod a stage ouzh o staoñ. 11 Ar skouarn am c'hleve am disklêrie eürus, al lagad am gwele a roe testeni din. 12 Rak e tieuben an ezhommeg a azgoulenne, hag an emzivad n'en doa den d'e skoazellañ. 13 Bennozh an hini a yae da vervel a gouezhe warnon, hag e leunien a levenez kalon an intañvezed. 14 Gwiskañ a raen ar reizhder, va dilhad e oa, va eeunder a oa va mantell ha va zog. 15 Daoulagad an dall e oan, ha treid ar c'hamm. 16 Tad ar beorien e oan, hag ec'h enklasken gwir an hini dianav. 17 Bruzunañ a raen javed an hini direizh, hag e lamen diouzh e zent e breizh. 18 Hag e lavaren: Mervel a rin em neizh, hag e liesain va deizioù evel an traezh. 19 Va gwrizienn a oa digor d'an dour, ar glizh a dremene an noz war va skourroù. 20 Va gloar a nevesae ennon, va gwareg a greñvae em dorn. 21 Va selaou a raed, hag e c'hortozed, hag e taved pa roen va alioù. 22 Goude ma em beze komzet ne respontent ket, va lavarioù a zevere warno. 23 Va gortoz a raent evel ar glav, hag e tigorent o genoù evel evit glav an diwezhañ amzer. 24 Mousc’hoarzhin a raen pa ne gredent ket, ne c'hellent ket kas diwar wel sederoni va dremm. 25 Karout a raen mont ganto hag ec'h azezen evel o fenn, evel ur roue e-kreiz e arme, evel ur frealzer e-kreiz ezhommeien. |