Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Levr Job 28 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 28

1 Bez' ez eus ur vengleuz evit tennañ an arc'hant diouti, hag ul lec'h evit glanaat an aour ennañ.

2 An houarn a vez tennet diouzh ar poultr, hag ar maen teuzet a ro an arem.

3 Lakaet eo un dibenn d'an deñvalijenn, hag e vez klasket betek an harzoù pellañ mein kuzhet en deñvalijenn hag e skeud ar marv.

4 Kleuzet eo ur puñs pell diouzh al lec'hioù tudet; ennañ ne c'heller ket araokaat gant an treid, hag e vezer ispilhet hag hejet pell diouzh an dud.

5 Eus an douar eo e teu ar bara, hag ez eo troc'holiet en e zonderioù evel gant an tan.

6 E reier eo chomlec'h ar safir, eno e vez kavet poultr aour.

7 Al labous-preizh n'anavez ket an hent di, lagad ar bultur n'en gwel ket.

8 Al loened lorc'hus n'o deus ket kerzhet ennañ, al leon n'eo ket tremenet drezañ.

9 An dorn a vez lakaet war ar reier, ha troc'holiet eo ar menezioù betek o gwrizioù.

10 Kleuzet eo gwazhioù er reier, hag al lagad a wel kement a zo prizius.

11 Harzet eo diruilhad an doureier, an traoù kuzhet a zo tennet d'ar gouloù.

12 Met pelec'h e vo kavet ar furnez? Pelec'h emañ ar poell o chom?

13 An den n'anavez ket he friz, n'emañ ket e douar ar re vev.

14 N'emañ ket ennon, eme an donder; n'emañ ket ganin, eme ar mor.

15 Ne vez ket roet evit aour glan, ne vez ket prenet o pouezañ arc'hant.

16 Ne vez ket pouezet gant aour Ofir, na gant oniks prizius, na gant safir.

17 Ne vez ket heñvelaet gant an aour nag ar gwer. Ne vez ket troket evit ul lestr aour glan.

18 Ne gomzer ket eus ar c'houral, nag eus ar strink, priziusoc'h eo ar furnez eget perlez.

19 Topaz Etiopia ne c'hell ket bezañ kevatal outi, ne vez ket pouezet gant aour glan.

20 Met a-belec'h e teu ar furnez? Pelec'h emañ ar poell o chom?

21 Mouchet eo dirak daoulagad an holl re vev, kuzhet eo dirak laboused an neñvoù.

22 Ar poull hag ar marv a lavar: Klevet hon eus komz diouti gant hon divskouarn.

23 Doue a anavez e hent, eñ a oar pelec'h emañ o chom.

24 Rak sellout a ra betek harzoù ar bed, gwelout a ra dindan an holl neñvoù.

25 Pa roe d'an avel e bouez, pa vuzulie an doureier dre gementadoù,

26 pa rae ur reolenn evit ar glav, pa drese un hent evit luc'hed ar c'hurun,

27 neuze e welas anezhi, he disklêrias, he diazezas, ha zoken he furchas.

28 Hag e lavaras d'an den: Setu, doujañs an Aotrou eo ar furnez, distreiñ diouzh an droug eo ar poell.

Lean sinn:



Sanasan