Levr Job 27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 27 1 Job a gendalc'has d'ober e brezegenn o lavarout: 2 Doue a zo bev. Lakaet en deus va gwir a-gostez, an Holl-C'halloudeg en deus leuniet va ene a c’hwervder. 3 E-keit ha ma vano va anal ganin, e-keit ha vo Spered Doue em divfron, 4 va muzelloù ne zisklêrint direizhder ebet, va zeod ne lavaro touellerezh ebet. 5 Pell diouzhin reizhabegañ ac'hanoc'h! Betek va huanad diwezhañ ne ziwiskin ket va onestiz. 6 Miret em eus va reizhder ha n'en dilezin ket, va c'halon ne rebecho din hini eus va deizioù. 7 Ra vo va enebour evel un den drouk, hag an hini a sav em enep evel un den direizh. 8 Peseurt esperañs eo hini an den dizoue, pa troc'ho Doue, pa lamo Doue e ene digantañ? 9 Doue, ha klevout a raio e glemmoù pa zeuio an anken warnañ? 10 Hag e laouenaio en Holl-C'halloudeg? Hag e pedo Doue e pep amzer? 11 Kelenn a rin deoc'h penaos e ra Doue, hag ne guzhin ket ouzhoc'h mennozhioù an Holl-C'halloudeg. 12 Setu, c'hwi hoc'h-unan hoc'h eus gwelet an traoù-mañ. Perak eta en em lezit da vont da soñjoù aner? 13 Setu al lodenn a vez lakaet a-du gant Doue evit an den drouk, an hêrezh o deus ar re daer digant an Holl-C'halloudeg: 14 Mar en deus liesaet e vibien, ez eo evit ar c'hleze. E ziskennidi n'o devo ket o gwalc'h a vara. 15 Ar re a vano a vo sebeliet pa vint marv, met o intañvezed ne ouelint ket dezho. 16 Pa zastumfe arc'hant evel poultr, pa vergnfe dilhad evel fank, 17 o berniañ a ra, met an den reizh o gwisko, hag an den didamall en devo an arc'hant da lod. 18 Sevel a ra dezhañ un ti evel hini an tagn, evel lochenn an diwaller. 19 Mont a ra pinvidik da gousket ha n'adsavo ket, digeriñ a ra e zaoulagad ha n'emañ ken. 20 Ar spontoù a grog ennañ evel an doureier, ar barrad-amzer a laer anezhañ en noz. 21 Kaset eo gant avel ar sav-heol hag ez a kuit, tennet eo eus e lec'h evel gant un avel-dro. 22 Taolet eo biroù warnañ, n'eo ket espernet, tec'hout a ra diouto. 23 Stlaket e vo an daouarn a-enep dezhañ, c'hwitellet e vo pa yelo kuit. |