Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Levr Job 26 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 26 Eizhvet respont Job

1 Job a gomzas o lavarout:

2 Skoazellet ec'h eus an hini dinerzh, saveteet ec'h eus ar vrec'h dic'halloud,

3 kelennet ec'h eus an hini hep furnez, roet ec'h eus da welout ul leunded a furnez.

4 Da biv ec'h eus disklêriet da gomzoù? Spered piv a zeu diganit?

5 Traoù hep buhez a zo stummet dindan an doureier ha dindan ar re a zo o chom enno.

6 Lec'h ar marv a zo en noazh dirazañ, n'eus ket a ouel war an donder.

7 Astenn a ra an hanternoz war ar goullo, hag ec'h istribilh an douar war an netra.

8 Dastum a ra an doureier er c'houmoul, hag ar goabrenn n'eo ket roget dindan o fouez.

9 Goleiñ a ra dremm e dron, hag ec'h astenn e goumoul a-us dezhañ.

10 Merket en deus ur c'helc'h war an doureier, evel bevenn etre sklêrijenn ha teñvalijenn.

11 Peulioù an neñvoù a zo brañsellet ha souezhet pa c'hourdrouz.

12 Dre e nerzh e sav ar mor, dre e veiz e vruzun al lorc'h.

13 Dre e Spered e fich an neñvoù, e zorn a dreuz an naer tec'had.

14 Setu aze kostezioù e hentoù, ha pegen bihan eo al lodenn a anavezomp! Piv a c'hello kompren kurun e c'halloud?

Lean sinn:



Sanasan