Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Levr Job 25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 25 Teirvet prezegenn Bildad

1 Neuze, Bildad eus Shuak a gomzas o lavarout:

2 Ar galloud hag ar spont a zo dezhañ, eñ a laka ar peoc'h da ren en e lec'hioù uhel.

3 Hag e c'hell bezañ niveret e armeoù? War biv ne sav ket e sklêrijenn?

4 Penaos e vefe reizh an den dirak Doue? Penaos e vefe glan an hini a zo bet ganet eus ur vaouez?

5 Setu, al loar zoken a zo hep sklêrijenn, ar stered n'int ket glan dirak e zaoulagad,

6 pegement nebeutoc'h an den n'eo nemet ur preñv, ha mab an den n'eo nemet ur preñvig!

Lean sinn:



Sanasan