Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Levr Job 24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 24

1 Perak na laka ket an Holl-C'halloudeg amzerioù a-du? Perak ar re a anavez anezhañ ne welont ket e zeizioù?

2 Dilec'hiet eo ar bonnoù, laeret eo an tropelloù evit o lakaat da beuriñ,

3 kaset eo azen an emzivaded, lakaet eo e gouestl ejen an intañvez,

4 pellaet eo ar beorien diwar an hent, ret eo d'an ezhommeien en em guzhat.

5 Setu, evel ezen gouez er gouelec'h ez eont er-maez d'o labour, o sevel abred evit ur preizh. Ar gouelec'h a ro dezho bara evit o re vihan.

6 Mediñ a reont er parkeier, hag e raspaont gwinienn an den drouk.

7 Lakaat a reont ar re ziwisket da dremen an noz hep dilhad, ne roont ket ur ballenn dezho pa'z eo yen,

8 pa'z int glebiet gant glav ar menezioù hag e vriataont ar roc'h hep bodenn.

9 Diframmañ a reont an emzivad diouzh ar vronn, hag e kemeront gouestl war ar paour.

10 Dezhañ e reont kerzhout en noazh, hep dilhad, hag e tennont o feskennoù a-zirak an naoneien.

11 Etre o mogerioù e gwaskont an eoul, hag e jaodront er beolioù, hag o deus sec'hed.

12 Eus kêr e vez klevet tud o hirvoudiñ, ene ar re c'hloazet a glemm, ha Doue ne ra ket van outo.

13 Setu amañ ar re en em sav a-enep ar sklêrijenn, n'anavezont ket e hentoù, ne chomont ket war e wenodennoù.

14 Ar muntrer a sav da c'houloù-deiz, hag e lazh ar paour hag an ezhommeg; e-pad an noz eo ul laer.

15 Lagad an avoultrer a zo war spi da serr an noz, o lavarout: Lagad ebet ne'm gwelo; ha kuzhat a ra e zremm.

16 En deñvalijenn e toullont an tiez o doa merket war an deiz. N'anavezont ket ar sklêrijenn.

17 Ar mintin a zo dezho evel skeud ar marv, spontet int evel gant skeud ar marv pa'z int anavezet gant unan bennak.

18 Mont a reont kuit evel un dra skañv war-c'horre an dour, o lodenn a zo milliget war an douar, ne gemeront ket hent ar gwini.

19 Ar sec’her hag an tommder a guzum doureier an erc'h, evel-se lec'h ar marv a guzum ar bec'herien.

20 Ar c'hof en ankounac’haio, ar preñv en debro c'hwek, den n'en devo soñj anezhañ, an den direizh a vo drailhet evel ur wezenn.

21 Gwallgas a ra ar sec'henn n'he deus ket a vugale, ne ra mat ebet d'an intañvez,

22 dre e nerzh e sach ar re c'halloudek, pa sav nikun n'eo sur eus e vuhez.

23 Eñ eo a ro surentez dezho, hag en em harpont war gement-se. Koulskoude e zaoulagad a zo war o hentoù.

24 Savet o deus un nebeudig, ha n'emaint ken. Plegañ a reont hag int kaset kuit evel ar re all, troc'het int evel penn un dañvouezenn.

25 Ma n'eo ket evel-se, gant piv e vin prouet gaouiad? Piv a lakaio da netra va c'homzoù?

Lean sinn:



Sanasan