Levr Job 23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 23 Seizhvet respont Job 1 Job a gomzas o lavarout: 2 Bremañ c'hoazh va c'hlemm a zo c'hwerv, ha va dorn a zalc'h va huanadoù. 3 O! Ma oufen pelec'h e gavout, ez afen betek e dron. 4 Disklêriañ a rafen va abeg dirazañ, hag e leugnfen va genoù a brouennoù. 5 Anavezout a rafen ar pezh a respontfe din, hag e komprenfen ar pezh a lavarfe din. 6 Hag e stourmfe ganin e braster e nerzh? Nann, zoken e taolfe evezh ouzhin. 7 Bez' e vefe un den reizh a gomzfe gantañ, e vefen pardonet evit biken gant va barner. 8 Setu, mard an d'ar sav-heol, n'emañ ket, mard an d'ar c'huzh-heol, n'en kavan ket, 9 en hanternoz emañ oc'h ober traoù, n'en gwelan ket, er c'hreisteiz eo kuzhet, nen dizoloan ket. 10 Anavezout a ra an hent am eus heuliet, ra amprouo ac'hanon, hag e teuin er-maez evel aour. 11 Va zroad a zo staget ouzh e gammedoù, miret em eus e hent ha n'on ket distroet dioutañ. 12 N'on ket pellaet diouzh gourc'hemenn e vuzelloù, miret em eus gerioù e c'henoù muioc'h eget na oa ret. 13 Met e vennad a zo divizet, piv a raio dezhañ distreiñ? Ar pezh a c'hoanta e ene, en gra. 14 Seveniñ a raio e vennad diwar va fenn, ha kalz a draoù evel-se a zo gantañ. 15 Setu perak ez on spouronet dirazañ, pa soñjan e kement-se, em eus aon razañ. 16 Doue en deus blotaet va c'halon, an Holl-C'halloudeg en deus va spouronet. 17 N'on ket bet lamet kuit dirak an deñvalijenn, kuzhet en deus an teñvalder a-dreñv din. |