Levr Job 22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 22 Teirvet prezegenn Elifaz 1 Neuze, Elifaz eus Teman a gomzas o lavarout: 2 Hag e c'hell un den bezañ talvoudus da Zoue? Dezhañ e-unan eo talvoudus un den, ma'z eo fur. 3 An Holl-C'halloudeg, hag e kav plijadur ma'z out reizh? Hag e resev ur gounid bennak ma kerzhez er reizhder? 4 Hag ez eo dre zoujañs dirazout e kastiz ac'hanout, hag ez a d'ar varn ganit? 5 Ha n'eo ket bras da fallentez? Ha n'int ket divuzul da zireizhder? 6 Rak ec'h eus kemeret goproù digant da vreudeur hep abeg, diberc'hennet ec'h eus diouzh o dilhad ar re a oa en noazh. 7 Ne'c'h eus ket roet dour da evañ d'an den sec'hedek, dinac'het ec'h eus da vara d'an den naonek. 8 Ar vro a oa d'an den galloudek, an hini a oa doujet a chome enni. 9 Kaset ec'h eus kuit en goullo an intañvezed, ha divrec'h an emzivaded a voe brevet. 10 Setu perak ez eus antelloù en-dro dit, hag e teu warnout ur spouron buan, 11 hag an deñvalijenn a harz ac'hanout da welout, hag an doureier a zic'hlann betek da c'holeiñ. 12 Doue, ha n'emañ ket e nec'h an neñvoù? Sell ouzh barr ar stered, pegen uhel ez int! 13 Hag e lavarez: Petra a anavez Doue? Hag e varno a-dreuz an deñvalijenn? 14 Ar goabrenn a c'holo anezhañ ha ne wel netra; pourmen a ra war volz an neñvoù. 15 Hag e fell dit heuliañ an hent a-wechall, an hini o deus kerzhet warnañ an dud direizh? 16 Lamet int bet a-raok an amzer, aet eo o diazez gant ur stêr o tic'hlannañ. 17 Lavarout a raent da Zoue: Pella diouzhimp! Petra a raio an Holl-C'halloudeg deomp? 18 Ha koulskoude en doa leuniet o ziez a vadoù! Ya, ra vo pell diouzhin kuzul ar re zrouk! 19 Ar re reizh henn gwel hag a laouena, an didamall a ra goap anezho. 20 A-dra-sur, hon enebour a zo distrujet, an tan en deus lonket o binvidigezhioù. 21 En em domm outañ hag e vi e peoc'h, evel-se e c'hoarvezo mad ganit. 22 Resev al lezenn eus e c'henoù, ha laka e c'herioù ez kalon. 23 Mar distroez d'an Holl-C'halloudeg, e vi adsavet. Pella an direizhder eus da deltenn. 24 Taol an aour er poultr, aour Ofir e reier ar froud. 25 An Holl-C'halloudeg a vo da aour, da arc'hant ha da deñzorioù. 26 Neuzi e kavi en Holl-C'halloudeg da blijadurioù, hag e savi da zremm war-zu Doue. 27 E bediñ a ri hag e selaouo ac'hanout, hag e seveni da ouestloù. 28 Ma ec'h eus divizoù, e teui a-benn outo, ar sklêrijenn a lugerno war da hentoù. 29 Pa vo izelaet unan bennak ha pa lavari: Ra vo savet! Saveteiñ a raio an hini en devo e zaoulagad izelaet. 30 Dieubiñ a raio an den n'eo ket didamall, dieubet e vo dre c'hlanded da zaouarn. |