Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Levr Job 21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 21 C'hwec'hvet respont Job

1 Job a gomzas o lavarout:

2 Selaouit pizh va c'homzoù, ra vo din kement-se ur frealz eus ho perzh.

3 Padit ganin hag e komzin, ha goude ma em bo komzet, e reot goap.

4 Daoust hag e kasan va c'hlemm da un den? Mar vefe evel-se, perak e vefe trubuilhet va spered?

5 Sellit ouzhin ha bezit souezhet, lakait ho torn war ho kenoù.

6 Pa en em soñjan ez on spouronet, hag ur grenadenn a grog em c'hig.

7 Perak e vev ar re zrouk, perak e koshaont, perak e kresk o galloud?

8 O lignez a greñva dirazo ha ganto, o diskennidi a sav dirak o daoulagad.

9 O ziez a zo e peoc'h ha dispont, gwialenn Doue n'emañ ket warno.

10 O c'hole a zo kreñv ha frouezhus, o ounner a ro o leue ha ne ziforc'hont ket.

11 Kas a reont o re vihan dirazo evel un tropell, hag o bugale a vez o lammat.

12 Sevel a reont o mouezh gant an taboulin hag an delenn, hag e laouenaont ouzh son ar fleüt.

13 Tremen a reont en eurvad o deizioù, hag e tiskennont en ur pennad e lec'h ar marv.

14 Ha koulskoude o deus lavaret da Zoue: Pella diouzhimp, ne fell ket deomp anavezout da hentoù.

15 Piv eo an Holl-C'halloudeg evit ma servijfemp anezhañ? Petra a c'hounezfemp o pediñ anezhañ?

16 Setu, o eurvad n'emañ ket en o daouarn. Ra vo kuzul an den fall pell diouzhin!

17 Pet gwech e c'hoarvez ma voug goulaouenn ar re zrouk, ma teu an distruj warno? Lodennañ a ra poanioù dezho en e gounnar.

18 Bez e vint evel plouz dirak an avel, evel ar pell savet dre ar barrad-amzer.

19 Hag e vir Doue ar boan evit mibien an den fall? Ra baeo anezhañ e-unan evit ma ouezo!

20 Ra welo gant e zaoulagad e zistruj, ra evo gounnar an Holl-C'halloudeg.

21 Rak peseurt plijadur en devo en e di war e lerc'h, pa vo echuet niver e vizioù?

22 Hag e vefe kelennet ar skiant da Zoue, eñ hag a varn ar re uhelañ?

23 Unan a varv en e greñvder, e peoc'h ha en diskuizh,

24 e lounezhi leun a laezh hag e eskern gwalc'het a vel.

25 Unan all a varv e c'hwervder e ene hep bezañ biskoazh tañvaet an eurvad.

26 Ha gourvezet int a-unan er poultr, hag ar preñved o golo.

27 Setu, anavezout a ran ho soñjoù hag ar mennozhioù hoc'h eus em c'heñver.

28 Hag e lavarit: Pelec'h emañ ti an den pinvidik? Pelec'h emañ an deltenn ma oa o chom ar re zrouk enni?

29 Ha n'hoc'h eus ket graet goulennoù ouzh ar veajourien, ha n'hoc'h eus ket anavezet dre o zestenioù,

30 ez eo miret an den fall evit deiz ar glac'har, hag ez eo degaset evit deiz ar fulor?

31 Piv a zisklêrio dirazañ e gundu? Piv a zaskoro dezhañ ar pezh en deus graet?

32 Douget e vo d'ar bez, ha war an durumell e vo beilhet.

33 Moudennoù an draonienn a vo skañv dezhañ, an holl war e lerc'h a yelo da-heul, evel ar re ziniver en e raok.

34 Perak eta e roit din frealz aner? Eus ho respontoù, ar pezh a van eo an touellerezh.

Lean sinn:



Sanasan