Levr Job 20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 20 Eil prezegenn Zofar 1 Neuze, Zofar eus Naama a gomzas o lavarout: 2 Va soñjoù a vount ac'hanon da respont, ha gant-se ez eus pres warnon. 3 Klevet em eus ur gentel dismegañsus, met va spered a denn eus va boell ur respont. 4 Ha n'ouzout ket penaos a bep amzer, abaoe m'eo bet lakaet an den war an douar, 5 youc'hoù trec'h an den drouk ne badont ket, ha levenez an den dizoue a zo evit ur predig? 6 Pa savfe e uhelder betek an neñvoù, pa dapfe e benn ar c'houmoul, 7 mont a raio da goll evit biken evel e fank, hag ar re a wele anezhañ a lavaro: Pelec'h emañ? 8 Tec'hout a raio evel un huñvre, ne vo ken kavet, mont a raio da netra evel ur weledigezh en noz. 9 Al lagad a wele anezhañ n'en gwelo ken, e lec'h n'en anavezo ken. 10 E vibien a raio plijadur d'ar beorien, e zaouarn a zaskoro e vadoù. 11 E eskern a zo leun a yaouankiz, met a zo gourvezet gantañ er poultr. 12 Mard eo an droug dous d'e c'henoù, mar kuzh anezhañ dindan e deod, 13 mar espern anezhañ hep e deurel kuit, mar dalc'h anezhañ en e staon, 14 e voued a droio en e gof, hag a zeuio da vezañ ur binim naer-wiber en e greiz. 15 Lonket en deus pinvidigezhioù hag o dislonko, Doue o diframmo eus e gof. 16 Sunañ a raio binim an naer-wiber, teod ar wiber en lazho. 17 Ne welo ket ar gwazhioù, ar stêrioù, ar froudoù mel hag amann. 18 Daskor a raio ar pezh en devo gounezet ha n'en lonko ket, ar restaol a vo hervez e gounid, ne laouenaio ket gantañ. 19 Dre m'en deus gwasket ha dilezet ar beorien, en devo rivinet e di e-lec'h e sevel. 20 A-dra-sur n'anavezo ket peoc'h en e gof, ha ne savetaio tra ebet eus ar pezh o devo c'hoantaet. 21 Netra n'en deus tec'het eus e lontegezh, met e eurvad ne bado ket. 22 E kreiz ar fonnusted e vo en dienez, daouarn an ezhommeien en em daolo warnañ. 23 Evit leuniañ e gof, Doue a gaso a-enep dezhañ tan e gounnar, a gouezho evel glav warnañ ha war e gig. 24 Tec'hout a raio diouzh an armoù houarn, met ar wareg arem a dreuzo anezhañ. 25 Tennañ a raio an dared eus e gorf, hag an houarn luc'hedus eus e avu. Spontoù ar marv a zeuio warnañ. 26 An holl deñvalijenn a vo kuzhet en e lec'hioù kuzh; un tan, na vo ket enaouet gant un den, a lonko anezhañ, hag ar pezh a chomo en e deltenn a vo distrujet. 27 An neñvoù a zizoloio e zireizhder, an douar a savo a-enep dezhañ. 28 Leve e di a vo kaset kuit, pep tra a dec'ho da zeiz ar gounnar. 29 Honnezh eo lodenn an den fall a-berzh Doue, an hêrezh roet dezhañ gant Doue. |