Levr Job 2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 2 1 Hag e c'hoarvezas un devezh ma teuas mibien Doue da gavout an AOTROU, ha Satan a zeuas ivez en o zouez da gavout an AOTROU. 2 An AOTROU a lavaras da Satan: A belec'h e teuez? Satan a respontas d'an AOTROU o lavarout: Eus redek amañ hag ahont war an douar hag eus pourmen eno. 3 An AOTROU a lavaras da Satan: Hag ec'h eus taolet evezh ouzh va servijer Job? N'eus ket eveltañ war an douar, un den gwirion hag eeun, a zouj Doue hag a zistro diouzh an droug. Derc'hel a ra c'hoazh start en e eeunder, petra bennak ma ec'h eus va atizet d'e zistrujañ hep abeg. 4 Satan a respontas d'an AOTROU o lavarout: Kroc'hen evit kroc'hen! Kement en deus un den a rofe evit e vuhez. 5 Met astenn da zorn ha sko war e eskern hag war e gig, hag e villigo ac'hanout en da zremm. 6 An AOTROU a lavaras da Satan: Setu, emañ ez torn, nemetken, mir e vuhez. 7 Ha Satan a yeas kuit a-zirak dremm an AOTROU, hag e reuzias ouzh Job gant ur gouli bev adalek sol e dreid betek krec'h e benn. 8 Hag e kemeras un darbod evit en em gravat, hag ec'h azezas el ludu. 9 E wreg a lavaras dezhañ: Hag e talc'hi c'hoazh start ez eeunder? Millig Doue, ha marv! 10 Met e lavaras dezhi: Komz a rez evel ur wreg diskiant. Resev a reomp ar mad a-berzh Doue, ha ne resevfemp ket ar gwalleur? E kement-se holl, Job ne bec'has ket dre e vuzelloù. Donedigezh an tri mignon 11 Ha tri eus mignoned Job, Elifaz eus Teman, Bildad eus Shuak, Zofar eus Naama, o vezañ klevet an holl boanioù a oa kouezhet warnañ, a zeuas, pep hini anezho eus e vro, hag e kendivizjont mont da drueziñ outañ ha d'e frealziñ. 12 Hag o vezañ savet o daoulagad a bell, n'anavezjont ket anezhañ; neuze e savjont o mouezh hag e oueljont. Hag e rogas pep hini e vantell, hag e taoljont poultr etrezek an neñvoù, dreist o fenn. 13 Hag e chomjont azezet war an douar gantañ e-pad seizh devezh ha seizh nozvezh, hini anezho ne lavaras dezhañ ur ger, rak e weljont e oa e c'hlac'har bras-meurbet. |