Levr Job 19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 19 Pempvet respont Job 1 Job a gomzas o lavarout: 2 Betek pegoulz e c'hlac'harot va ene, hag am bec'hiot a gomzoù? 3 Dek wech dija hoc'h eus graet dismegañs din. Ha n'hoc'h eus ket mezh da'm gwallgas? 4 E gwirionez mar em eus faziet, va fazi a chom ganin. 5 E gwirionez mar en em savit a-enep din, mar rebechit din an dismegañs m'en em gavan enni, 6 anavezit eta eo Doue a ziskar ac'hanon, hag en deus astennet e roued en-dro din. 7 Setu e krian d'an taerder, ha den ne respont. Hag e huchan, ha n'eus reizhder ebet. 8 Serret en deus va hent, ha ne c'hellan ket tremen. Lakaet en deus teñvalijenn war va gwenodennoù. 9 Diwisket en deus ac'hanon eus va gloar, lamet en deus ar gurunenn diwar va fenn. 10 Va distrujet en deus a bep tu hag ez an kuit, diframmet en deus va esperañs evel ur wezenn. 11 Entanet en deus e gounnar a-enep din, va sellet en deus evel unan eus e enebourien. 12 E strolladoù a zo deuet a-gevret, digoret o deus o hent betek ennon, kampet o deus en-dro da'm zeltenn. 13 Pellaet en deus diouzhin va breudeur, ar re am anaveze a zo aet kuit. 14 Va c'herent-nes o deus va dilezet, va anaoudeien o deus va ankounac'haet. 15 Tud va zi ha va mitizhien o deus va c'hontet estrañjour, deuet on da vezañ un diavaeziad evito. 16 Galvet em eus va servijer ha n'en deus ket respontet, gant va genoù em eus e bedet en aner. 17 Va anal a zo kasaet gant va gwreg, pedet em eus mibien va c'hof. 18 Ar vugaligoù zoken a zispriz ac'hanon, mar savan e komzont em enep. 19 Holl re va c'huzul o deus euzh ac'hanon, ar re a garen a zo troet em enep. 20 Va eskern a zo staget ouzh va c'hroc'hen hag ouzh va c'hig, tec'het on kuit gant kroc'hen va dent. 21 Ho pet truez ouzhin! Ho pet truez ouzhin, va mignoned! Rak skoet on bet gant dorn Doue. 22 Perak e redit war va lerc'h evel Doue? Ha n'hoc'h eus ket bet ho kwalc'h eus va c'hig? 23 Me a garfe e vefe skrivet va c'homzoù bremañ. Me a garfe e vefent engravet en ul levr. 24 Me a garfe e vefent kizellet war ur roc'h gant ur gizell houarn ha gant plom, evit biken. 25 Gouzout a ran-me ez eo bev va dasprener, ha d'an diwezh e savo war an douar, 26 ha goude ma vo distrujet ar c'hroc'hen-mañ, er-maez eus va c'hig e welin Doue; 27 me a welo anezhañ, va daoulagad en gwelo, ha nann unan all. Va lounezhi a bulluc'h em c'hreizon. 28 Ret e vefe deoc'h lavarout kentoc'h: Perak e heskinomp anezhañ? Daoust hag e kavimp ennañ abeg e walleur? 29 Doujit ar c'hleze evidoc'h hoc'h-unan, rak ar fulor a zo kastizet dre ar c'hleze. Ha gouezit ez eus ur varn. |