Levr Job 18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 18 Eil prezegenn Bildad 1 Neuze, Bildad eus Shuak a gomzas o lavarout: 2 Pegoulz e lakaiot termen d'ar c'homzoù-se? Komprenit, hag e komzimp. 3 Perak ez omp sellet evel loened, hag ez omp diboell d'ho taoulagad? 4 Te hag en em ziframm da-unan ez fulor: An douar, hag e vo dilezet en abeg dit? Ar roc'h, hag e vo taolet er-maez eus he lec'h? 5 Ya, sklêrijenn an den drouk a vo mouget, flammenn e dan ne lugerno ket. 6 Ar gouloù a vo teñvalaet en e deltenn, e lamp a vo mouget dreistañ. 7 E gammedoù ken galloudek a barcho, e zivizoù o-unan en diskaro. 8 Tapet e vo er roued dre e dreid, war ar stign e kerzho. 9 An antell a grogo en e seul, ar griped a skrapo anezhañ. 10 Ar gordenn a zo kuzhet evitañ en douar, emañ an trap war e hent. 11 Ar spouronoù a sezizo anezhañ a bep tu, war-lerc'h e dreid e redint. 12 E nerzh a vo marnaoniet, ar glac'har en em zalc'ho en e gichen. 13 E groc'hen a vo debret a-dammoù, ar c'hentañ-ganet eus ar marv a zebro e dammoù. 14 Diframmet e vo eus e deltenn, lec'h e fiziañs, degaset e vo da roue ar spontoù. 15 An hini n'eo ket dezhañ a vo o chom en e deltenn, soufr a vo skuilhet war e gêr. 16 En traoñ e sec'ho e wrizioù, en nec'h e vo troc'het e vrankoù. 17 E eñvor a dec'ho kuit a-ziwar an douar, e anv ne vo ken meneget war ar plasennoù. 18 Kaset e vo eus ar sklêrijenn d'an deñvalijenn, bountet e vo er-maez eus ar bed. 19 N'en devo na lignez na rumm e-touez e bobl, den ne vevo war e lerc'h en e chomlec'hioù. 20 Ar re deuet en e c'houde a vo souezhet eus deiz e zistruj, ar re deuet a-raok a vo karget a spont. 21 Setu aze chomadur an den fallakr, evel-se eo lec'h an hini n'anavez ket Doue. |