Levr Job 17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 17 1 Va spered a vank, va deizioù a zo mouget, ar bez am gortoz. 2 Bez' ez eus goapaerien en-dro din, va lagad a veilh e-kreiz o dismegañsoù. 3 Laka da-unan ur c'hred, bez va gwarant ez-kichen. Piv a donkfe em dorn? 4 Rak serret ec'h eus o c'halon ouzh ar skiant, setu perak ne savi ket anezho. 5 Un den a ro e vignoned d'an diwisk, ha daoulagad e vugale a vo kuzumet. 6 Graet en deus ac'hanon mojenn ar pobloù, unan a vez skopet ouzh e zremm. 7 Va lagad a zo teñvalaet gant ar glac'har, va holl izili a zo evel ur skeud. 8 An dud eeun a vo mantret, an hini didamall en em sav a-enep an den fall. 9 Met an den reizh a gendalc'ho gant e hent, hag an hini glan e zaouarn a greñvaio muioc'h-muiañ. 10 Met c'hwi holl, distroit, deuit adarre! Ne gavin ket un den fur en ho touez. 11 Va deizioù a zo tremenet, va mennadoù, karet gant va c'halon, a zo kaset da get. 12 Troet eo an noz da zeiz; ar sklêrijenn a zo tost dirak an deñvalijenn. 13 Pa c'hortozan lec'h ar marv evit chomlec'h, pa gempennan va gwele en deñvalijenn, 14 pa grian d'ar bez: Te eo va zad! ha d'ar preñved: C'hwi eo va mamm ha va c'hoar! 15 pelec'h eta emañ va esperañs? Ha va esperañs, piv a c'hell he gwelout? 16 Diskenn a raio ouzh dorioù lec'h ar marv, pa'z aimp a-unvan da ziskuizhañ er poultr. |