Levr Job 16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 16 Pevare respont Job 1 Job a gomzas o lavarout: 2 Alies em eus klevet traoù evel-se. Frealzerien fall ez oc'h holl. 3 Hag e vo un diwezh d'ar c'homzoù aner-se? Petra a zegas ac'hanout da respont evel-se? 4 Hag e komzfen eveldoc'h, ma vefec'h em lec'h? Ha berniañ a rafen komzoù a-enep deoc'h? Hag hejañ a rafen va fenn warnoc'h? 5 Ho nerzhañ a rafen gant va genoù, ha fiñvadenn va muzelloù ho tinec'hfe. 6 Mar komzan, va foan ne baouezo ket, ha mar tavan, ne vo ket nebeutaet. 7 Bremañ en deus va disec'het. Gwastet ec'h eus va holl dud, 8 va c'hrizennoù a ro testeni em enep, va zreuter a sav a-enep din, va zamall a ra em dremm. 9 E gounnar he deus va roget en ur stourm ouzhin, grigoñsat a ra e zent warnon, va enebour a lemm a-enep din e zaoulagad. 10 Warnon o deus digoret o genoù, skoet o deus war va divjod evit va dismegañsiñ, en em zastum a reont holl a-gevret em enep. 11 Doue en deus va lakaet etre daouarn an dud direizh, va zaolet etre daouarn ar re zrouk. 12 En diskuizh e oan hag en deus va bruzunet, kroget en deus em gouzoug ha brevet ac'hanon, va lakaet da wenn evit e viroù. 13 E waregerien a zo en-dro din, toullañ a reont va lounezhi ha n'espernont ket ac'hanon, teurel a ra va bestl d'an douar. 14 Va freuzañ a ra gant freuz war freuz, redek a ra warnon evel ur brezelour. 15 Gwriet em eus ur sac'h war va c'hroc'hen, lakaet em eus va fenn er poultr. 16 Va dremm a zo koeñvet gant an daeroù, emañ skeud ar marv war va malvennoù, 17 ha koulskoude n'eus torfed ebet em daouarn, ha glan eo va fedenn. 18 O douar, na c'holo ket va gwad! Ra ne vo lec'h ebet evit derc'hel va c'hriadenn. 19 Ha bremañ, setu, va zest a zo en neñv, va diwaller el lec'hioù uhelañ. 20 Va mignoned a ra goap ouzhin, etrezek Doue eo e tro va daoulagad en ur ouelañ. 21 Ra vreutaio unan bennak evit an den e-kichen Doue, evel ma vreuta un den evit e amezeg. 22 Rak ar bloavezhioù a zo niveret din hag e tec'hont; mont a ran war an hent hep distro. |