Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Levr Job 15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 15 Eil prezegenn Elifaz

1 Neuze, Elifaz eus Teman a gomzas o lavarout:

2 Daoust hag e respont ar fur gant ur skiant kañv evel an avel? Daoust hag e leugn e gof gant avel-reter?

3 Daoust hag e tispleg komzoù didalvez ha lavarioù na servijont da netra?

4 Muioc'h c'hoazh e kasez da netra an doujañs-Doue, ha da get ar bedenn a ya da Zoue.

5 Da zireizhder a ra da'z kenoù komz, dibabet ec'h eus yezh ar re douellus.

6 Da c'henoù a varn ac'hanout, n'eo ket me, da vuzelloù a zoug testeni a-enep dit.

7 Ha te eo ar c'hentañ ganet e-touez an dud? Ha krouet e oas a-raok ar menezioù?

8 Ha klevet ec'h eus komzoù kuzul Doue? Hag e vevennez ar furnez ouzhit-te da-unan?

9 Petra a c'houzout ha n'ouzomp ket? Peseurt anaoudegezh ac'h eus ha n'hon eus ket?

10 Bez' ez eus ivez e-touez ac'hanomp blev gwenn ha tud oadet, pinvidikoc'h a zeizioù eget da dad.

11 Ha nebeud a dra eo evidout frealzidigezhioù Doue, ha gerioù lavaret gant douster?

12 Perak ez a droug ez kalon? Perak e wilc'h da zaoulagad?

13 A-enep Doue eo, e tistroez da gounnar hag e lakaez komzoù evel-se da zont er-maez eus da c'henoù?

14 Petra eo an den evit ma vefe glan, an hini ganet gant ar vaouez evit ma vefe reizh?

15 Setu Doue ne fizi ket en e sent, an neñvoù n'int ket glan dirak e zaoulagad,

16 ha pegement muioc'h eo euzhus ha saotret an den a ev an direizhder evel dour?

17 Da genteliañ a rin, selaou ouzhin! Kontañ a rin ar pezh am eus gwelet,

18 ar pezh o deus disklêriet ar furien, ar pezh n'o deus ket kuzhet, ar pezh o deus degemeret a-berzh o zadoù.

19 Dezho o-unan e oa bet roet ar vro, diavaeziad ebet ne dremene en o zouez.

20 E-pad e vuhez eo trubuilhet an den drouk, un niver a vloavezhioù a zo miret d'an den taer,

21 trouzoù spontus a leugn e zivskouarn, e-kreiz ar peoc'h e teu an distrujer warnañ.

22 Ne gred ket e c'hello tec'hout diouzh an deñvalijenn, met e wel ar c'hleze a sell outañ.

23 Redek a ra amañ hag ahont o klask e vara. Pelec'h emañ? Gouzout a ra eo deiz an deñvalijenn kempennet evitañ.

24 An anken hag an enkrez a spouron anezhañ, gwasket eo ganto evel gant ur roue prest da vont d'an emgann,

25 rak e sav e zorn a-enep Doue, hag en em sav a-enep an Holl-C'halloudeg.

26 Redek a ra d'e gavout gant lorc'h, dindan kein tev e skoedoù.

27 Goloet en deus e zremm gant al lard, hag an druzoni en em zastum war e gostezioù.

28 Emañ o chom e kêrioù distrujet, e tiez didud prest da zont da vezañ bernioù mein.

29 Ne binvidikaio ket, e beadra ne bado ket, e dalc'hoù n'en em astenno ket war an douar.

30 Ne c'hello ket tec'hout diouzh an deñvalijenn, ar flammenn a zisec'ho e vroustennoù, mont a raio kuit gant c'hwezh e c'henoù.

31 Mar fizi en avel e tiheñch, rak an avel a vo e c'hopr.

32 A-raok e goulz e vo kaset da get, e skourroù n'adc'hlazo ken.

33 Diframmet e vo e frouezh pa n'int ket darev evel re ur winienn, taolet kuit e vo e vleunioù evel re un olivezenn.

34 Strollad an dud dizoue a vo difrouezh, an tan a lonko teltennoù ar re vreinet.

35 Koñseviñ a reont ar boan hag e c'hanont an droug, o c'hof a gempenn touell.

Lean sinn:



Sanasan