Levr Job 14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 14 1 An den, ganet gant ar vaouez, a vev nebeud a amzer, hag en deus trubuilhoù e-leizh. 2 Evel ur vleunienn e tifluk hag eo troc'het; evel ur skeud e tec'h ha ne bad ket. 3 Ha war unan evel-se e tigorez da zaoulagad, me eo a gasez dirak al lez-varn ganit. 4 Piv a c'hello tennañ ar c'hlanded eus unan hudur? Den ne c'hello. 5 Mard eo merket e zeizioù, niveret e vizioù dirazout, lakaet harzoù dezhañ na dremeno ket, 6 distro da selloù dioutañ, m'en devo diskuizh, betek ma'c'h echuo e zevezh evel ur goprad. 7 Esperañs ez eus evit ur wezenn pa vez troc'het, ec'h advounto hag e roio broustennoù c'hoazh. 8 Daoust ma kosha en douar he gwrizienn, ha ma'z eo marvet er poultr he c'hef, 9 adalek ma sant an dour, e vount a-nevez hag e ro skourroù evel ur blantenn yaouank. 10 Met pa varv an den, e chom dic'halloud; p'en deus rentet e analad diwezhañ, pelec'h emañ? 11 Doureier ar mor a ya da aezhenn, ar stêr a ya da hesk hag a zisec'h, 12 an den en em c'hourvez ha n'adsav ken. Betek na vo ken a neñvoù, ne zihunint ket ha ned aint ket er-maez eus o c'housk. 13 O! Ma kuzhfes ac'hanon e lec'h ar marv, ma c'holofes ac'hanon betek ma vo tremenet da gounnar, ma rofes din un termen, evidout kaout soñj ac'hanon. 14 Mar marv un den, daoust hag ec'h advevo? E-pad holl zeizioù va stourm e c'hortozin, ken na zeufe va c'hemmadenn. 15 Galv hag e respontin, hag e c'hoantai labour da zaouarn. 16 Bremañ e niverez va c'hammedoù hag ec'h eveshaez ouzh va fec'hedoù. 17 Va disentidigezh a zo siellet en ur sac'h, va direizhder a wriez. 18 A-dra-sur ar menez a ruilh en ur gouezhañ, ar roc'h a zo kaset eus e lec'h, 19 ar vein a zo friket gant an doureier, poultr an douar a zo stlejet gant an dic'hlann, evel-se e kasez da get esperañs an den. 20 E vestroniañ a ra dibaouez, hag ez a kuit. Cheñch a rez e zremm, hag en kasez pell. 21 Ma vo enoret e vibien, ne ouezo ket, ma vint disprizet, n'eveshaio ket outo. 22 Met evitañ hepken eo glac'har e gig, hag evitañ hepken eo klemmvan e ene. |