Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Levr Job 13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 13

1 Setu, va lagad en deus gwelet kement-se holl, va skouarn he deus henn klevet ha komprenet.

2 C'hwi a oar, ha me a oar ivez. N'on ket izeloc'h egedoc'h.

3 Met e komzin ouzh an Holl-C'halloudeg, hag e fell din breutaat dirak Doue.

4 C'hwi a liv gevier, hag ez oc'h holl medisined didalvoud.

5 Ra chomot sioul! Ra vo-se ho furnez.

6 Selaouit eta va rebechoù, bezit evezhiek ouzh respont va muzelloù.

7 Daoust hag e lavarot komzoù direizh e-keñver Doue, hag e rannot gerioù touellus en e geñver?

8 Daoust hag e savit anezhañ, hag e vreutait evit Doue?

9 Ha mat ez afe ganeoc'h ma furchfe ac'hanoc'h? Evel ma toueller un den, hag e touellfec'h anezhañ?

10 A-dra-sur e tamallo ac'hanoc'h, ha pa savit anezhañ e-kuzh.

11 E veurded, ha n'ho spourono ket? E spont, ha ne gouezho ket warnoc'h?

12 Ho menegoù a zo gerioù ludu, ho tifennoù a zo difennoù pri.

13 Chomit peoc'h dirazon, ma komzin! Ra c'hoarvezo ganin ar pezh a c'hoarvezo.

14 Perak e kemerfen va c'hig etre va dent hag e lakafen va ene etre va daouarn?

15 Ha pa lazhfe ac'hanon, ennañ em befe esperañs, hag e talc'hfen va hentoù dirazañ.

16 Ha kement-se a drofe e silvidigezh din, met un den dizoue ne zeuio ket dirazañ.

17 Selaouit, selaouit va c'homzoù, roit ho skouarn d'ar pezh a zisklêrian deoc'h.

18 Setu em eus urzhiet va c'haoz, hag ec'h ouzon e vin reishaet.

19 Piv a vreutaio em enep? Mar tavan e varvin.

20 Ro daou dra din hepken, ha ne guzhin ket dirazout:

21 Pella da zorn diwarnon, ha na spouron ket ac'hanon gant da spont.

22 Neuze, galv hag e respontin, pe e komzin hag e responti.

23 Pegement a zireizhderioù hag a bec'hedoù am eus graet? Ro din da anavezout va drougoberoù ha va fec'hed.

24 Perak e kuzhez da zremm, hag e kontez ac'hanon evel da enebour?

25 Daoust hag e fell dit spontañ un delienn kaset gant an avel, redek war-lerc'h ur blouzenn sec'h?

26 Rak e skrivez em enep traoù c'hwerv, va lakaez da zougen pec'hedoù va yaouankiz,

27 en hualoù e lakaez va zreid, ouzh va holl hentoù ec'h eveshaez, un harz a verkez en-dro da seulioù va zreid.

28 Emañ o kouezhañ an hini a zistrujez evel koad brein, evel ur vantell debret gant an tagn.

Lean sinn:



Sanasan