Levr Job 12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 12 Trede respont Job 1 Job a gomzas o lavarout: 2 E gwirionez ez oc'h ur bobl a-bezh, ganeoc'h e varvo ar furnez. 3 Skiant am eus eveldoc'h, n'on ket izeloc'h egedoc'h; piv ne oar ket an traoù-se? 4 Ur c'hoapadenn evit e vignoned ez on-me, un den a c'halv Doue hag e respont dezhañ... Ur c'hoapadenn hoc'h eus graet eus un den reizh hag eeun! 5 Dispriz d'ar gwalleur! evel-se emañ soñj ar re eürus. An dispriz a zo lakaet a-du evit ar re a vrañsell o zroad. 6 E peoc'h emañ teltennoù al laeron, ar surentez a zo evit ar re a hegas Doue, ar re a ra un doue eus o daouarn. 7 Goulenn eta digant al loened, da gelenn a raint, digant laboused an neñv, disklêriañ a raint dit; 8 komz ouzh an douar, da gelenn a raio, pesked ar mor a lavaro dit. 9 Piv ne oar, e-touez an holl re-se, ez eo dorn an AOTROU en deus graet-se? 10 Derc'hel a ra en e zorn ene an holl re vev ha spered pep kig den. 11 Ar skouarn, ha ne verz ket ar gerioù evel ma c'hell ar staoñ tañva ar boued? 12 Ar furnez a zo gant ar re gozh, ar meiz eo frouezh an deizioù hir. 13 Gantañ emañ ar furnez hag an nerzh, dezhañ eo ar c'huzul hag ar meiz. 14 Setu e tiskar ha n'adsaver ket, ha pa brenn war unan bennak, ne zigorer ket. 15 Setu e harz ouzh an doureier hag e tisec'hont, ha ma laosk anezho ec'h eilpennont an douar. 16 Gantañ emañ ar galloud hag ar furnez, dezhañ eo an hini touellet hag an toueller. 17 Ober a ra d'ar guzulierien kerzhout diarc'hen, hag e laka ar varnerien da vezañ diskiant. 18 Diliammañ a ra gouriz ar rouaned, hag ec'h ere o divgroazell gant ar gordenn. 19 Ober a ra d'an aberzhourien kerzhout diarc'hen, hag e tiskar ar c'halloudeien. 20 Lemel a ra ar gomz digant ar re disaouzan, hag e tiberc'henn ar re gozh diouzh o skiant. 21 Skuilhañ a ra an dispriz war ar briñsed, hag e tiere gouriz ar c'halloudeien. 22 Lakaat a ra war wel an donderioù kuzhet en deñvalijenn, hag e tegas d'ar sklaerder skeud ar marv. 23 Kreskiñ a ra ar broadoù hag e koll anezho, astenn a ra ar broadoù hag o degas en-dro e-barzh o harzoù. 24 Lemel a ra kalon digant pennoù pobloù an douar, hag o laka da gantreal en ur gouelec'h hep hent. 25 Mont a reont a-dastorn en deñvalijenn hep gouloù, hag o laka da horjellañ evel tud mezv. |